27 a viz Genver 2016
Ur staj e Plougerne e ti Ar Vro Bagan evit abuziñ ec’h amzer oc’h ober c’hoariva.
Etre an 8 hag an 11 a viz C’hwevrer.
Bep mintin : 10e30 - 12e00.
Staj brezhoneg - galleg.
Muioc’h a ditouroù
5 a viz Genver 2016
Ur staj kaset da benn gant Piero Magère eus kompagnunezh «Drôle d’Oiseau». Paotr mil micher an arvestoù eo Piero : komedian, furlukin, ouesker, jangler, oberour, leurenner, prestaouer…
Ur staj savet evit an dud o deus c’hoant ober anaoudegezh gant ar furlukin, o deus c’hoant mont d’ar pep pouezusañ, d’ar pezh a ra mab-den gant e sioù fall hag e fezhioù mat, evit ar re o deus c’hoant bevañ un…
4 a viz Genver 2016
Respont : 16 gwech e-kerzh 5 devezh !
Ha n’eo ket bet kontet niver an arvestourien yaouank, niver a re o deus c’hoarzhet gant troioù-kamm ar Schtroumpfed, ar re o deus leñvet o welout Gargamel, niver ar c’hilometradoù redet evit mont a skol da skol.
Hag ar blijadur o deus bet o c’hoari a zo divuzul ivez...
War hentoù Breizh e vint c’hoazh e miz Meurzh evit un eil troiad c’hoariva.…
4 a viz Genver 2016
C’hoariva war ar prim e galleg a vez graet gant Nikolas abaoe 4 bloavezh e strollad GIGN (Guilde d’Improvisation Guidéloise Nomade). Plijadur a vo gantañ sur eo ! Dizoloiñ ar c’hoari war ar prim, deskiñ selaou gwelloc’h, sipañ e spered ha kavout e blas war al leurenn, kaout emfiziañs evit c’hoari dirak ur publik setu ar pezh a c’hell degas deoc’h ar c’hoariva war ar prim...
10e-12e : staj e…
eil a viz Genver 2016
Etre Karaez ha ront, setu anv strollad berrbad liseidi Diwan evit 2016 hag a ginnigo un arvest gouestlet d’ar vugale. Bep bloaz e vez krouet ur pezh-c’hoari gant ar c’hentaidi dezho da vont ar bloaz war-lerc’h e ginnig e skolioù Breizh. A benn nebeut eta ez aimp da redek bro evit kinnig o fezh-c’hoari nevez "Fulor ruz ha c’hoarzh glas".
Un dek skoliad bennak o deus pleustret gant harp Paskal…
26 a viz Du 2015
Ur 15 bennak a dud a oa deuet evit divouedañ e benn e Landelo d’an 21-22 a viz Du. Goude bezañ degaset da soñj da izili C’hoariva palioù pennañ ar rouedad (Liammañ, Brudañ, Treuzkas, Diorren) eo bet lakaet ar gaoz war dazont ar c’hoariva.
D’ar Sadorn d’endervezh e oa deuet Francis Favereau evit ur brezegenn diwar-benn istor ar c’hoariva e Breizh. Peadra evit ar strolladoù da lakaat o fleustr en…
eil a viz Du 2015
Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all...…
eil a viz Du 2015
Staj krouiñ maskloù Maya
Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya.
Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz).
Priz : 60€ (an dafar e-barzh). Staj Mikroc’hoariva
Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ…
eil a viz Du 2015
La Comparsa eo ur gouel poblek eus Amerika ar Su deuet da vezañ un arouez eus adc’hounid al lec’hioù foran. An dud yaouank bodet e-pad ur sizhunvezh o deus labouret war an arzoù-straed : c’hoariva, skasoù, jangliñ, sirk... ha sevel gwiskamantoù.
Daou strollad a oa gant palioù disheñvel : Unan gant 21 den yaouank, 7 brezhoneger, 7 alaman ha 7 italian. Bodet e oant evit deskiñ an arzoù-straed…
7 a viz Gwengolo 2015
Stalioù evit lazhañ div c’had gant un tenn : pleustriñ war ar c’hoariva kement hag ar yezh ! Stal e Brest aozet gant SKED : Lun da noz gouzout hiroc’h. Stal e Montroulez aozet gant KLT : Merc’her da noz gouzout hiroc’h. Stal e Plougerne aozet gant Ar Vro Bagan : Merc’her da noz gouzout hiroc’h. Stal evit ar vugale e Porsal gant strollad Plougin : Merc’her da vintin gouzout hiroc’h. Stal e…
5 a viz Gwengolo 2015
Evit ar wech kentañ e brezhoneg eo bet skignet war-eeun un abadenn faltazi evit ar radio.
60 den bennak a oa deuet evit an dro.
Roet e oa bet d’an arvestourien da glevout "Ar maezioù" ur pezh-c’hoari troet gant Mich Beyer diwar "The country" gant Martin Crimp.
Met da welout a oa ivez war leurenn an Artemuz. Ur gwir arvest benn ar fin !
Pep tra a oa gwelet war al leurenn gant ar publik : Tu…
5 a viz Gwengolo 2015
Staj krouiñ maskloù Maya
Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya.
Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz).
Priz : 60€ (an dafar e-barzh). Staj Mikroc’hoariva
Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ…
3 a viz Gwengolo 2015
Evit muioc’h a ditouroù mont e darempred gant ar strollad.
3 a viz Gwengolo 2015
Ur staj c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan adalek an 19 a viz Here betek an 22 a viz Here 2015.
Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto...
C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù hag all.
Echu a raio ar staj gant un abadenn dirak ar gerent hag…
3 a viz Gwengolo 2015
La Obra a ginnig da grennarded zo krouiñ an arvest Ludu Du.
Bevañ avañtur ar c’hoariva a-benn krouiñ ur pezh-c’hoari adalek al lennadenn gentañ betek troiad ar pezh.
Daou strollad a vo : unan gant krennarded (14-18 bloaz) hag egile gant tud deuet.
Ur Sadorn bep miz etre miz Gwengolo ha miz Kerzu evit prientiñ ar pezh hag a vo kinniget war lec’h d’an arvestourien.
Koust : 50€
Titouroù :…