5 a viz Gwengolo 2016
Ar C’homparsa !
Strollad LA OBRA a ginnig d’ar re yaouank pemp devezh staj tro dro d’ar skasoù, awenet gant arzoù ar c’homparsa e Amerika Latina. Penaos aozañ un abadenn, sevel ur raktres pe treuzfurmiñ ul lec’h foran en ur implij ar skasoù ? Setu pezh a vo desket a-hed ar staj. Ar stummadur a vo e-pad vakansoù an diskar amzer, etre ar Yaou 20 hag al Lun 24 a viz Here, e Beuzeg ar C’hap.…
4 a viz Gwengolo 2016
An holl ditouroù war ar veaj hag ar pezh-c’hoari.
3 a viz Gwengolo 2016
Mont e darempred gant Diwan eil.derez@diwan.bzh pe 02 98 21 33 69.
1añ a viz Gwengolo 2016
Ar 5vet abadenn Festival Teat Brezhonek a zo war ar stern ganeomp hag abaoe un nebeut mizioù emaomp o prederiañ, o skoulmañ liammoù, o taremprediñ gant kevelerien zo, o klask lec’hioù d’an abadennoù evit ma vefe brav ha lieseurt ar Festival-mañ.
Lakaat war wel ar strolladoù c’hoariva ha brudañ ar c’hoariva e brezhoneg eo pal ar Festival. Ur c’hlaoustre e vez an aozadur bep daou vloaz : sevel…
10 a viz Eost 2016
Eizh strollad deus ar 6vet betek an 3de klas o deus c’hoariet pezhioù-c’hoari o doa labouret a-hed ar bloavezh skol. Pep pezh a bade etre 15 ha 25mn.
Tro hon eus bet da welout taolennoù brav, traoù disheñvel, dic’hortoz a-wechoù.
An evezhiadennoù dre lizher kaset goude an devezh d’ar strolladoù a chom ar memes re hag ar bloavezhioù tremenet : liveoù mouezh re izel, an distagadur hag ar…
4 a viz Gouere 2016
Ar c’hamp etrekeltiek a vrezhonegerien a zo bep bloaz e Kastellin e-pad ur sizhunvez (10 betek 16/07/2016). Ar brezhoneg n’eo ket un danvez studi nemetken, met ur benveg eskemm diouzh an endro hag ar vuhez a-vremañ. Setu perak vez kinniget rummadoù kentelioù war demoù liesseurt (distagadur, dañs ha kan, kazetenniñ ha… c’hoariva).
Petra ‘vo graet er rummad c’hoariva ? 1. Graet e vo anaoudegezh…
1añ a viz Gouere 2016
Deskidi ar stal-labour "Teatr e brezhoneg", renet gant Bob Simon, zo laouen ouzh ho pediñ da zont da sellet ouzh o abadenn fin ar bloaz.
9 fablenn eus La Fontaine, adwelet ha kempennet gant Paul Treoure. 8e30 noz - Ti ar c’hevredigezhioù - Sant-Seo - Digoust
Padelezh : 1 eur.
1añ a viz Gouere 2016
7 skolaj a gemero perzh d’an 9vet abadenn-mañ.
Perzhidi Devezh c’hoariva ar skolajidi d’ar 7 a viz Even : Skolaj Sant-Jozef - Plabenneg : Re 5vet : Istorioù karantez er restaorant (sketchoù) Re 6vet : Lenn ar morganezed (azasaet diwar Peter Pan) Skolaj Ar Govig - Lannuon : Re 4re : Afer Taupin (skrivet gant Alan Tudoret diwar teulioù e galleg) Skolaj E. Herriot - Rostrenenn Re 3de : Yann…
26 a viz Mae 2016
Tud deuet int hag o deus choazet peurlipat o brezhoneg dre ar c’hoariva.
A-hed ar bloaz o deus labouret pezhigoù gant Bob Simon bep Lun noz e ti Sked e Brest.
D’ar Sadorn 11 a viz Even e kinnigint disoc’h o labour da 3e g.m. e Ti an Holl Kerbêr e Brest ha c’hoariet e vo ganto un heuliadenn sketchoù "En ti-gar".
Ul laz-kanañ a vo ivez evit kanañ e brezhoneg (stal skol sonerezh Brest).
Digor…
24 a viz Mae 2016
C’hoarvezout a ra an istor er Grennamzer uhelañ en ur vro geltiek (predenek).
Ul lodennig eus ar pezh-c’hoari a vo war-gan met gant ul laz-kanañ e vo kemeret an tamm-se e-karg.
Ne vo ket ret d’ar gomedianed kanañ eta.
Ar pleustradegoù a vo peurliesañ e Kerne-Izel. Diouzh an dro e c’hellfemp pleustriñ e lec’h all ivez.
N’eo ket ret deoc’h kaout kalz a skiant-prenet war ar c’hoari-pezh…
25 a viz Ebrel 2016
Setu eo deuet mare ar pempvet Redadeg. Tud a vo o redek war hentoù Breizh evit difenn ur gwir diazez : komz ur yezh.
Hag e-touez an dud-se e redo lod anezho evit un arz bev dre gomz : ar c’hoariva.
Mersi bras d’ar Redadeg evit e sikour da raktresoù c’hoariva zo, al lec’hienn internet-mañ en o mesk.
Ha ma emaoc’h poazh gant ar c’hoant da redek evit ha gant strolladoù c’hoariva… lammit en ho…
23 a viz Ebrel 2016
Re yaouank LA OBRA e Bro Italia
D’ar 26 a viz Ebrel a oa aet kuit da Bolonia ur strollad 8 den yaouank brezhoneger eus Lise Diwan evit kemer perzh en trede prantad La Comparsa.
La Comparsa zo un eskemm etrevroadel skasoù, sirk ha c’hoariva kenaozet gant La Obra (Breizh), Oltre Asociazione (Italia) ha Jugenkulturarbeit (Alamagn).
Barrek e vint neuze d’an 29 ha 30 a viz Ebrel evit kemer…
27 a viz Meurzh 2016
Laouen e oa aozerien ar c’hejadennoù (Teatr Piba, Sked ha C’hoariva) gant disoc’h an daou zevezh.
Klaskerien a oa bet pedet d’an devezh kentañ evit reiñ prezegennoù. Ur mare pouezus evit damkanañ ha bezañ distok diouzh o fleustroù c’hoariva.
Temoù disheñvel zo bet lakaet war wel : Madalena Gonzalez eus Skol-Veur Avignon he deus displeget deomp ar perak hag ar penaos eus c’hoariva ar…
20 a viz Meurzh 2016
LA OBRA, strollad c’hoariva a gustum liammañ Breizh hag Amerika Latina a gemero perzh a-hed ar Redadeg 2016 : E Naoned d’an 29 a viz Ebrel evit reiñ ar vazh test d’an hini kentañ a vo o redek. E Douarnenez d’ar 5 a viz Mae, da 6e e tibuno war ar pont etre Douarnenez ha Treboul, ur strollad tud yaouank war skasoù. Goude se e vezint gwelet endro e Poullan pa dremeno ar Redadeg er vourc’h hag…
11 a viz Meurzh 2016
DIGOUST-DIYEZHEK-DIGOR D’AN HOLL
Pa’z eus anv da sevel pezhioù-c’hoari a-vremañ e brezhoneg e teu war-wel dalc’hoù ar skrivañ dramatel hag ar sevel oberennoù lennegel e brezhoneg / en ur yezh vinorelaet.
Pe vefe gant an arzourien, ar skrivagnerien, an troourien petramant c’hoazh gant an embannerien hag ar broduerien, e sav goulennoù ingal ’vit pezh a sell diouzh ster an oberezhioù dramatel,…