5 a viz Gwengolo 2015
Staj krouiñ maskloù Maya
Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya.
Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz).
Priz : 60€ (an dafar e-barzh). Staj Mikroc’hoariva
Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ…
3 a viz Gwengolo 2015
Evit muioc’h a ditouroù mont e darempred gant ar strollad.
3 a viz Gwengolo 2015
Ur staj c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan adalek an 19 a viz Here betek an 22 a viz Here 2015.
Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto...
C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù hag all.
Echu a raio ar staj gant un abadenn dirak ar gerent hag…
3 a viz Gwengolo 2015
La Obra a ginnig da grennarded zo krouiñ an arvest Ludu Du.
Bevañ avañtur ar c’hoariva a-benn krouiñ ur pezh-c’hoari adalek al lennadenn gentañ betek troiad ar pezh.
Daou strollad a vo : unan gant krennarded (14-18 bloaz) hag egile gant tud deuet.
Ur Sadorn bep miz etre miz Gwengolo ha miz Kerzu evit prientiñ ar pezh hag a vo kinniget war lec’h d’an arvestourien.
Koust : 50€
Titouroù :…
24 a viz Eost 2015
C’hoant ho peus bezañ en hoc’h aes o vale gant skasoù ? La Obra a ginnig d’an dud yaouank (15-25 bloaz) ur stal evit mont war skasoù.
Stal teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg galleg.
Ur stal kaset da-benn gant Tangi Sanner ha Diana Talavera.
Pegoulz : Bep Merc’her etre 4e30 ha 6e30
Pelec’h : Porzh-Rhu e Douarnenez.
Priz : digoust met ret e vo lakaat e anv.
Evit gouzout hiroc’h ha lakaat…
22 a viz Eost 2015
La Obra a ginnig d’an dud deuet ur stal c’hoariva e teir yezh : brezhoneg, spagnoleg, galleg kaset da benn gant Diana Talavera.
Labouret e vo war grouidigezh an tudennoù oc’h en em lakaat e-barzh ar jeu ha gant ar jestroù.
Pegoulz : Bep Meurzh noz etre Miz Gwengolo ha Kerzu - adalek 8e betek 10e.
Lec’h : Douarnenez.
Priz : 50€.
Evit gouzout hiroc’h ha lakaat e anv : 09 52 56 31 25 pe…
16 a viz Eost 2015
Nena ha Polo Foeterlukined, ur pezh-c’hoari 45mn kinniget gant ar strollad La Obra ha kaset da benn gant Tifenn Lineatte hag Erwan Hameury.
Nena ha Polo
10 a viz Eost 2015
Servij Keodedel 1/2
Emañ STROLLAD LA OBRA o klask unan yaouank evit heuliañ ur servij keodedel tro-dro d’ar c’hoariva adalek miz Here.
Ar pezh a vo da ober : sikour evit aozañ ha skignañ ar raktresoù c’hoariva evit ar re yaouank, heuliañ ar pleustradegoù hag an droiad c’hoariva, h.a…
Labouret e vo a-stroll gant ur servij keodedel all hag ur gomedianez eus bro Spagn e SVE.
Komz ha skrivañ…
22 a viz Mezheven 2015
Bep miz Even a-baoe 2008 e vez aozet gant C’hoariva un devezh gouestlet d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol. Tro o deus da ziskouez war ul leurenn o labour c’hoariva ar bloavezh d’o c’hamaladed all. Bep bloaz e vez bodet etre 120 ha 150 skoliad eus an holl hentennoù. Digor eo an devezh-se d’an holl (ha digoust).
6 skolaj o doa kemeret perzh ar bloaz-mañ evit un abadenn eus ar c’hentañ. Santet…
21 a viz Mezheven 2015
Yann Fulub Dupuy en deus skrivet ha leurennet ar pezh-c’hoari Re an tu all evit ar strollad Tro Didro. Gallout a reoc’h adkavout an destenn hag ar pezh enrollet gant komedia/ned-nezed ar strollad en ul levr-CD. Ti-embann an Alarc’h. 9€ an tamm.
Evit gouzout hiroc’h :
Kuzul ar Brezhoneg
ha chomlec’h C’hoariva
Mont e darempred gant an oberour : skrivit deomp.
21 a viz Mezheven 2015
15 den yaouank eus Skolajoù Diwan Gwiseni hag Ar Releg, ha skolaj prevez Landi o deus savet ar pezh-c’hoari "Al Laz-kanañ" skrivet a-ratozh evit krennarded gant an oberour Jean-Paul Alègre ha lakaet e brezhoneg. An destenn-se zo bet azasaet ha c’hoariet ivez gant tud-gour eus stal c’hoariva Sked e Brest.
Goude bezañ pleustret etre miz C’hwevrer ha miz Even er maez eus an amzer skol o deus…
20 a viz Mezheven 2015
Soutenit ur gompagnunezh yaouank evit he c’hrouidigezh gentañ a vicher dre al lec’hienn berzhiañ Kengo. Ret eo ober buan peogwir e klaskont tapout 4600 € a-benn ar 14 a viz Gouere evit o fezh-c’hoari Privezioù Publik (abadenn gentañ d’ar 04/07).
Muioc’h a ditouroù war lec’hienn Paritito
Pe kit war eeun war lec’hienn Kengo
An arc’hant a vo implijet evit paeañ an dud a-vicher o deus labouret…
19 a viz Mezheven 2015
An daou strollad eus stal c’hoariva Sked e Brest o deus kinniget o labour d’ar publik.
War al leurenn int pignet evit c’hoari daou bezh savet ganto e-pad tri miz diwezhañ o stummadur (30mn pep pezh). Plijadur ’z eus bet sur eo ha n’eo ket marteze !
Ar pezhioù kinniget : Mojennoù : emgavioù ha divizoù en dro d’ur bank en ur park publik, liammet an danvez anezho gant mojennoù Yann ar…
18 a viz Mezheven 2015
Ne oant ket niverus ar stajidi e Landelo d’ar 6-7 a viz Even evit ar staj c’hoariva forom kenaozet gant stummerezed Paritito ha C’hoariva. Met an aergelc’h a oa mat hag an danvez dedennus kenañ. Labouret o deus an 8 stajiad evit ober forom war dem ar yezhoù er vuhez foran ha prevez.