9 a viz Ebrel 2017
Gourc’hemennoù da dermenidi Lise Diwan Karaez evit o fezh-c’hoari ijinet ha savet evit bezañ c’hoariet e skolioù-mamm ha kentañ derez.
Trizek komedian yaouank o doa treuzet Breizh evit daou zroiad c’hoariva ur sizhunvezh (diskar-amzer ha nevez-amzer). Ar pal : c’hoari dirak skolidi ur pezh kroget e kentañ klas ha peurlipet e klas termen.
Fentus ha fromus eo atav gwelout penaos e vez resevet…
20 a viz Meurzh 2017
Un abadenn c’hoariva war ar prim en un davarn. Goulennet e vo d’ar publik da gemer perzh. Peadra a vo da c’hoari ha c’hoarzhin.
11 a viz C’hwevrer 2017
Strollad la Obra a zo ur strollad eus Breizh hag Amerika Latina staliet e Douarnenez. Labourat a ra war dem ar minorelezhioù en un doare sokial ha liessevenadurel.
Pal : lakaat an dud yaouank eus Penn-ar-Bed da brederiañ war ar bed a-vremañ o tremen dre an arzoù. Kinniget e vo un atalier c’hoariva ha skasoù etre an 23 hag ar 25 a viz C’hwevrer 2017 e Beuzeg-ar-C’hab.
An eskemm a vo un doare…
31 a viz Genver 2017
Ur staj C’hoariva e brezhoneg hag e galleg evit labourat a-stroll war ar c’horf, ar vouezh ha tachenn al leurenn.
D’an 13/02 betek ar 16/02 diouzh ar mintin (10e30-12e).
C’hoariet e vo ur pezhig-c’hoari e fin ar staj dirak ar publik (familhoù, mignoned…).
Priz : 25 € + 10€ emezellañ.
Titouroù ha lakaat ec’h anv : 02 98 04 50 06 pe dre bostel.
31 a viz Genver 2017
Un dek den bennaket a oa bodet e ti Sked evit an emvod meur.
Distroet omp war an oberoù savet ganeomp e 2016 ha savet hon eus ur poent war obererezhioù ar gevredigezh.
Un nebeut sifroù evit 2016 : 18 strollad c’hoariva e Breizh 81 abadenn kemennet war lec’hienn C’hoariva Ur 500 den bennak komanantet d’al lizher kelaouiñ miziek (n’eo ket kalz met spi hon eus d’ober gwelloc’h e 2017). 622…
4 a viz Genver 2017
E ti Sked e oa ar strollad evit labourat war destenn o fezh-c’hoari nevez : Ma vefen c’hwi gant Hanokh Levin. Ur staj plijus hag efedus war a seblant.
23 a viz Du 2016
Tro hon eus bet da zizoloiñ o labour, ur pezh tennet deus "Douce vengeance et autres sketches" skrivet gant Hanokh LEVIN.
Divizet en deus ar strollad sevel ur pezh-c’hoari hag a c’hello bezañ c’hoariet un tammig pep lec’h ha perak pas en ho jardin, ho ranndi pe ho ti ?
Evit muioc’h a ditouroù : Teatr Penn-ar-Bed - Ma vefen c’hwi
6 a viz Du 2016
Kroget d’ar Yaou 13 a viz Here e Kemper ar 5vet Festival Teatr Brezhonek a echuo d’ar Sul 13 a viz Du e Douarnenez, ur miz rik goude e zigoradur.
Akavit ar programm e deiziataer al lec’hienn pe da bellgargañ o klikañ amañ.
27 a viz Here 2016
La Caminata eo ur c’henlabour etre div gumpagnuniezh : La Obra hag an Andamio Teatro Raro deus Bro Gwatemala. Daou arzour gwatemaltiz zo erruet e Breizh e fin miz Here : Luis Carlos Pineda, leurenner ha Ruben Avila, komedian.
Labourat a reont a-gevret war dem an treuzvroañ. Ar pezh a vo c’hoariet e brezhoneg, spagnoleg hag istitlet e galleg.
Gant rezidañsoù krouiñ e ya war raok al labour : 15…
26 a viz Here 2016
Pellgargañ ar gemennadenn.
4 a viz Here 2016
14 pezh-c’hoari disheñvel a vo kinniget etre an 13/10 hag an 13/11 evit ar 5vet Festival Teatr Brezhonek. Met darvoudoù all liammet gant ar c’hoariva a vo ivez :
13/10 - 7e30 - Digoradur ar Festival e c’hoariva Max Jacob e Kemper (kevelerezh : C’hoariva, Ti Ar Vro Kemper ha Théâtre Max Jacob). Goude banne al lid digeriñ e c’hellor gwelout ar pezh-c’hoari Distro gant ar Gompagnunezh Madarjeu.…
1añ a viz Here 2016
Stand C’hoariva e saloñs levrioù Karaez Ur stand liesembannerien gouestlet d’ar c’hoariva a vo dalc’het ganeomp e trepas saloñs levrioù Karaez. A drugarez d’un emglev gant Kuzul ar Brezhoneg, Skol Vreizh hag ar gevredigezh Bleun Brug (evit levrioù Emgleo Breiz) e c’hellimp lakaat war wel levrioù c’hoariva d’ar publik. D’an 29/10 da 3e g.m. - Korn ar vugale : Eskemm war ar c’hoariva iwerzhonat…
9 a viz Gwengolo 2016
Lakit en ho teiziataer mareoù talvoudus ar Festival : 13/10 - Digoradur - "Distro" gant strollad Mad ar Jeu - Teatr Max Jakob - Kemper (kevelerezh gant Ti ar Vro Kemper) 13-21/10 ha 03-10/11 - Troiad pezhioù er skolioù 21-23/10 - Dibenn sizhun ar strolladoù amatour - E meur a lec’h (kevelerezh Ti ar C’hoariva, Oaled Landelo…) 22/10 - Abadenn gentañ "Ma vefen c’hwi" gant Teatr Penn-ar-Bed -…
8 a viz Gwengolo 2016
C’hoariva, yaouankiz hag Amerika Latina
LA OBRA, ur strollad c’hoariva a vicher hag a zo kustum da sevel liammoù etre Breizh hag Amerika Latina a glask un den (plac’h pe baotr) evit labourat war demoù ar minorelezhioù dre ar c’hoariva, an hent sokial hag ar yezhoù. Daou ahel a zo gant ar strollad : ar c’hrouiñ micherel hag ar stummañ evit ar re yaouank dre raktresoù hag eskemmoù etrevroadel.…