8 a viz Mezheven 2022
Abaoe 2008 e vez savet ganeomp Devezh c’hoariva ar skolajidi e fin ar bloavezh skol. An holl skolajoù a c’hell kemer perzh ma o deus kaset un atalier c’hoariva e kerzh ar bloavezh.
Goude prantad ar C’hovid ha daou vloavezh hep Devezh c’hoariva ar skolajidi e chom diaes adpakout hol lusk boaz !
Tri skolaj nemetken o doa lakaet o anvioù.
Setu programmig an endervezh :
1- Klas 3de skolaj ar…
3 a viz Mezheven 2022
Diskouezet e vo o labour e sal an Dachenn Wenn et Kemper.
5 a viz Mae 2022
Amañ, listenn ar strolladoù a zougo bazh test Ar Redadeg : Tro-Didro : 23/05 - 8e30 noz - Penmarc’h - Km 757 La Obra : 24/05 - 2e59 - Pontekroaz - Km 825 C’hoariva hag ar CTL.A : 24/05 - 4e58 - Douarnenez - Km 847 Ar Vro Bagan : 26/05 - 1e13 - Plougerne - Km 1337 Teatr Madarjeu o krouiñ evit an holl yezhoù-bro ! :
26/05 - 1e29 - Plougerne - Km 1340 Teatr Madarjeu : 26/05 - 9e35 -…
eil a viz Mae 2022
Pedet eo bet C’hoariva da gemer perzh e raktres Bresk gant ar gevredigezh Rhizomes staliet e Douarnenez. Kinniget e vo "Selaou ’ta" diwar an dastumad testennoù eus ar raktres "Ma yezh a garan rak…".
Selaou ’ta !
En nevez-amzer 2021 e oa bet lañset ur galv da skrivañ testennoù, digor d’an holl, war an tem "Ma yezh a garan rak…". Ar pal a oa dastum danvez a-benn sevel ur staj war dem ar c’heur,…
15 a viz Ebrel 2022
Deomp dezhi ! Goude un nebeud bloavezhioù hep troiad c’hoariva setu liseidi Diwan war al leurenn en-dro !
E kerzh ur sizhunvezh o doa tremenet dre zepartamantoù 29, 22 ha 56. 4 devezh evit 14 abadenn e 14 skol. Gourc’hemennoù tudoù !!!
Al liseidi o doa labouret emren evit krouiñ ar pezh hag a oa bet skrivet ha leurennet ganto.
Istor Amida :
"Amida eo ma anv, 12 vloaz on. Eus bro ma…
14 a viz Ebrel 2022
Staj c’hoariva evit ar vugale
Adalek an 11 betek ar 14 a viz Ebrel
Un doare plijus da labourat war ar c’horf, ar vouez, en em lec’hiañ er spas...
C’hoari perzhioù a-bep-seurt e-barzh ur strollad asambles gant bugale all !
Pleustriñ ur pezh-c’hoari bihan hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned...).
Lakaat ec’h anv :
Postel : Ar Vro Bagan
Pgz : 02.98.04.50.06
13 a viz Ebrel 2022
War intrudu Naïg Daouphars hag a zo ezel eus ar strollad abaoe bloavezhioù e oa bet treuzkaset skritelloù arvestoù ha teuliadoù d’an Dielloù Penn-ar-Bed. Ar re-mañ a zo prest da zegemer dielloù all evit pinvidikaat ar foñs ha ma vefe evit Strollad Penn-ar-Bed pe evit strolladoù all.
Ar skritelloù niverelaet a zo tu da welout war lec’hienn Dielloù Penn-ar-Bed.
M’ho peus dielloù e c’helloc’h,…
9 a viz Ebrel 2022
Dont a-benn da lavarout ur sorbienn en un doare simpl ha resis a-benn lakaat war-well endalc’had al lennegezh dre gomz hag he finvidigezh… Sed aze pal ar stal kaset da benn gant Yann-Ber Quirion, konter hag animatour beilhadegoù en departamant.
Lec’h :
Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur,
12 bali de l’Angevinière
44800 Sant-Hervlan (burev Kentelioù an Noz - Savadur B - estaj 1añ)…
31 a viz Meurzh 2022
Teatr Strollad Landi : Ar rejim Kanfarted Lanleia : Ar c’hav eneb atomek
Konterien Marc Paugam Alphonse Raguenes
Kanerien Franseza Riou Bara François Caroff
Ha kalz tud all evit ar blijadur !
4 a viz Meurzh 2022
Da geñver an arvest Donvor e Sant-Teve e vo kinniget d’an arvestourien dont d’an derc’hent da doullañ kaoz gant Thomas Cloarec - al leurenner - ha Gwenole Peaudecerf - krouer son an arvest.
Aozet gant kevelerezh kevredigezh Brezhoneg e Sant-Teve.
Emgav d’ar 16/03 da 7e noz e Sal arvest an Dome e Sant-Teve
Digoust.
22 a viz C’hwevrer 2022
Da geñver ar Breizhtival.
10 a viz C’hwevrer 2022
Ar staj-mañ zo un digarez evit ho pugale da c’hoari perzhioù a bep seurt e-barzh ur strollad, asambles gant bugale all ! E fin ar staj vo diskouezet ur pezh-c’hoari bihan dirak an dud (familh, mignoned...).
Staj c’hoariva e brezhoneg diouzh ar mintin evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz d’ar 14 betek ar 17 a viz C’hwevrer e Plougerne.
Priz : 30 € ar 4 mintinvezh.
Enskrivadurioù pe 02 98 04 50…
9 a viz C’hwevrer 2022
D’an 22-23 a viz Genver e oa, 9 c’homedian amatour hag ur stummer evit labourat war c’heur an teatr ha treuzkas mouezh ar bobl, treuzkas gerioù, soñjoù hag oa bet fiziet en C’hoariva gant tud zo e-kerzh ar galv da skrivañ "Va yezh a garan rak…". Spi en deus ar strollad berrbad da c’hallout kinnig disoc’h al labour-mañ e-kreiz miz Mae e straedoù Breizh. E-pad tremen ar Redadeg marteze ?
15 a viz Genver 2022
A-RAOK : Ma emaoc’h dedennet da lakaat hoc’h anv evit ar stummadur-mañ e vo ret bezañ emskiant hag e vo diazezet an arvest fin war ur strollad tud kengred da lâret eo gouestlañ heuliañ ar 5 dibenn-sizhun evit gallout kinnig al labour a-stroll-mañ er straed.
Staj krouiñ ur pezh-c’hoari
Ar c’heur c’hoariva hag al lec’hioù foran
Pal :
Bodañ komediane.z.ed ha sevel ur strollad. Krouiñ ur…
20 a viz Here 2021
Stalieroù c’hoariva distro-skol 2021 :
E Penn-ar-Bed : BREST - Gant SKED
An obererezh-se a zo evit ar re a zo gant ar c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg: d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
Ur chañs ivez d’ober un taol esa evit war-lerc’h enframmañ…