5 a viz Du 2022
Peder c’hevredigezh o deus bodet o energiezh evit kinnig un darvoud c’hoariva e Roazhon : An ADEC, Skol an emsav, Skeudenn Bro-Roazhon/Festival Yaouank ha C’hoariva.
Emgav evit an holl darvoudoù en ADEC-Ti ar c’hoariva amatour. D’ar Gwener 04/11 da 8e30 noz : Pezh-c’hoari Hi ’ni eo Moliere gant Nolwenn Korbell. Staj d’ar Sadorn 05/11 etre 10e30 ha 4e30 g.m.
10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll…
13 a viz Here 2022
Daou Atalier c’hoariva war hent ar furlukin kinniget gant strollad
La Obra evit bugale etre 7 ha 11 vloaz, ha krennarded etre 12 ha 16
vloaz. Kaset e vo an atalieroù-se gant Tifenn Linéatte ha Belén Riquelme,
an div gomedianez eus an abadenn Ar roueed lastez. Un digarez da
gejañ gant tud all, lakaat hor c’horfoù hag hor mouezhuioù da froñval
ha fiñval, c’hoari war ar prim a stroll ha…
13 a viz Here 2022
Ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar grennarded e Ti ar Vro Gwengamp.
Pemp endervezh staj e sizhunvezh kentañ vakañsoù an diskar-amzer.
Danvez ar staj a vo pleustriñ war ar c’hoariva korfel gant ar pal kinnig ur stumm c’hoariva bihan, awenet gant oberennoù Anjela Duval ha Youenn Gwernig, evit fin ar sizhunvezh staj.
Ar staj a vo dalc’het etre al Lun 24/10 betek ar Gwener 28/10.
Eurvezhioù…
7 a viz Here 2022
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.
Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel…
4 a viz Here 2022
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !
Evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz
E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00
Dedenn oc’h ?
Pellgomzit da Ar Vro Bagan : 02 98 04…
3 a viz Here 2022
Un eil tennad, un astenn da zevezh 2021. Atav evit en em soñjal hag embregiñ kevret àr an arz kontiñ, àr an doareoù, an hentoù gwellañ da dreuzkas, hiriv hag e brezhoneg, teñzor ar c’hontadennoù hengounel. Labour get tri animatour.ez e tri atalier pep unan gouestlet d’un tu resis ag ar pal lakaet. Klozet e vo an devezh get un abadennig kontiñ kaset get ar berzhidi.
Addizoloiñ marvailhoù,…
1añ a viz Here 2022
Enskrivadurioù gant Skol an Emsav.
Programm : 10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll gant Maël Diraison. Maël a ginnig deoc’h studial diazezoù ar c’hoari gant ar pezh-c’hoari "2e14", skrivet gant David Paquet. 12e30 - 1e00 : Pred a-stroll (evit ar re o do c’hoant) 2e00 - 4e30 :
An-unan war al leurenn adal skiant-prenet Nolwenn Korbell gant he fezh-c’hoari "Hi ’ni eo Moliere". Setu ar pezh a ginnig…
29 a viz Gwengolo 2022
Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar re yaouank etre 6 ha 12 vloaz hag a vo kaset gant Typhaine Corre (Strollad Ar Vro Bagan).
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh,…
5 a viz Gwengolo 2022
Stummadur c’hoariva e brezhoneg e Ti ar Vro Gwengamp
9 STAJ C’HOARIVA
Un dibenn-sizhun bep miz etre Miz Gwengolo 2022 ha miz Mae 2023
Gant Etienne Siberil, komedian, leurenner ha stummer.
Er 4 dibenn-sizhun kentañ e vo labouret gant pedagogiezh Lecoq.
Goude, diwar ar pezh a vo bet desket e vo savet asambles un abadenn c’hoariva e-pad ar 5 dibenn-sizhun da heul.
STUMMADUR C’HOARIVA E…
4 a viz Gwengolo 2022
Ur meskaj etre fent skrijus ha sonerezh pobl eo ar pezh-c’hoari-mañ hag a c’hoarvez e bed ar furlukin. Goude ur gwall reuz ekologel, an endro hag an denelezh zo bet distrujet. Nickel Crotte ha Sakapuss, daou furlukin anezho, a’z aio dre ar bed a-benn gallout sevel ur rouantelezh nevez. Evit mont war-raok eo ret dezho foetañ bro, bro al lastez... Arnodoù spontus ha dic’hortoz a vo ganto met pegen…
4 a viz Gouere 2022
Adkroget hon eus dousig ganti !
Tri skolaj a oa deuet da Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit kemer perzh en "Endervezh" c’hoariva ar skolajidi (seizh skolaj e 2019…). Daou vloaz hep an Devezh-mañ en doa lakaet ac’hanomp da brederiañ war e vont en-dro ha divizet hon eus cheñch penn d’ar vazh evit an devezh-mañ.
’N eus ket mui a vodad priziañ (gant tud gour hepken). Lakaet hon eus ur…
4 a viz Gouere 2022
Ar stal a vo kaset gant Ana-Soaz Bervet gant harp Bleuenn Raynaudon.
Adkavit programm a staj amañ.
Labouret e vo gant ar stajidi war ar c’horf, ar selloù, ar spas, ar fromoù ar vouezh hag ar skrivañ. Disoc’h labour ar stajidi a vo diskouezet e-kerzh gouel fin ar staj.
Plijadur ’vo sur eo ha n’eo ket marteze !
Titouroù : KEAV
Postel : keav@keav.bzh
Pgz : 02 98 95 59 31
4 a viz Gouere 2022
Tro gontadennoù/baleadenn gontet
Al lienaj e welan o sec’hiñ e New-York
Ouzh ar c’hontañ : Lukaz Nedeleg
Rumm : kontadennoù dre-gomz
Padelezh : etre 40 min ha 2e
Arvesterien : bugale (adalek 7 vloaz), krennarded, tud deuet
Stummoù : Tro gontadennoù/baleadenn gontet
Ar gonterien a gas o istor ganto en o sac’h, o chakod hag o c’halon ivez. ’Ba e droioù-gontañ hag e valeadennoù kontet e…
4 a viz Gouere 2022
3ème RENCONTRE des Théâtres en Langues Autochtones
Complexe des fêtes (1er étage) - 1 bd du 122ème Régiment d’Infanterie 12000 RODEZ
Jeudi 21/07/202
9h–11h : Se connaître Présentation du CTL.Autochtones (25mn) - Réflexions et travaux engagés.
Le CTL.Autochtones se constitue en association : Présentation des différents niveaux d’engagements - Qui pourra adhérer et comment ? Présentation…
1añ a viz Gouere 2022
Testennoù skañv, don, fromus, fentus a oa bet resevet gant ar gevredigezh C’hoariva e-keñver ar galv da skrivañ "Va yezh a garan rak…"
Ar stajidi o doa kemeret perzh d’ar stummadur e-kerzh dibennoù-sizhun dindan renerezh Etienne Siberil.
Ur staj dedennus a oa bet evit an danvez komedianed hag o doa desket fiñval asambles, komz a unvouezh pe tro-ha-tro. Un hir a labour evit 10 mn c’hoari…