eil a viz Mae 2023
Un abadenn divyezhek evit ar vugale eo Beaj Polig. Meskañ a ra ur gontadenn ha sonerezh e brezhoneg, gant un tamm galleg ivez. Lentik eo Polig, un paotrig a gav hir e vuhez bemdeziek. Bevañ a ra gant e zad kozh en un ti bihan e-kreiz ar menezioù. N’eo ket james deuet er-maez hag e gêriadenn. E zad-kozh a lâr dezhañ bepred eo leun ar bed gant traoù kevrinus ha dañjerus. Hag un deiz bennak, kejañ a…
30 a viz Ebrel 2023
Sellout ouzh kinnig video ar staj.
29 a viz Ebrel 2023
Titouroù hag enskrivadurioù AMAÑ.
13 a viz Ebrel 2023
Konterien, kanerien, c’hoariva gant Goulc’han Kervella, Marc Paugam...
Mont e-barzh digoust /
Muioc’h a ditouroù skrivit d’an aozer.
31 a viz Meurzh 2023
Dedennet oc’h gant ar c’hoariva ?
C’hoant ho pefe dizoloiñ ar pleustroù c’hoariva ?
Pe c’hoazh ober c’hoariva en ho korn-bro ?
Pe marteze rannañ ho skiant-prenet gant tud all ?
Leugnit ur c’houlennaoueg evit heñchañ ar gevredigezh da respont d’ar c’hoantoù ha d’an ezhommoù.
Ar c’houlennaoueg
6 a viz Meurzh 2023
Un abadenn kontañ, kanañ ha c’hoariva kinniget gant strollad kafe brezohneg bro Henvig ha Taole.
5 a viz Meurzh 2023
An Emvod-Meur, ur mare pouezus evit ur gevredigezh !
Ar blijadur hon eus da bediñ ac’hanoc’h da Emvod-Meur C’hoariva.
Ur rentañ-kont eus obererezhioù ar gevredigezh a vo savet buan.
Komzet e vo eus an dazont evit dibab palioù kentañ ar gevredigezh.
Ma vo eus ur gwir brantad plijus tro-dro d’ar c’hoariva e kinnigomp d’ar re a fello dezho dont gant un tennad eus o fezh-c’hoari brezhoneg…
7 a viz C’hwevrer 2023
Labourat a ra ar gompagnunezh war raktresoù c’hoariva liesseurt war berr pe hir termen. Ar faltazi da selaou "Louise an arzhed", azasaet e brezhoneg eus un destenn gant Karine Serres a c’hellimp selaou e-kerzh miz C’hwevrer. Kenderc’hel a ra ar gompagnunezh da beurlipat krouidigezh "Hentoù Gwenn - Nos voies lactées" hag a vo kinniget d’ar publik war al leurennoù e diskar amzer 2023. Ar raktres…
7 a viz Genver 2023
kompagnunezh Safar
amañ ha bremañ
Safar ’zo bet fardet e-giz ur spas krouiñ evit an arvestoù war al leurenn, met ivez evit abadennoù in situ, lennadennoù, sonadegoù ha darvoudoù lennegel liammet gant spered ar gompagnunezh.
C’hoant bras ’oa ennomp ijinañ ur strollad arzel evit en em gavout, diskutiñ, furchal, ha kement-se en deus broudet ac’hanomp da sevel Safar. Setu ganet Safar, ul lec’h…
3 a viz Kerzu 2022
Ar stignad Skol c’hoariva a zo bet krouet gant Rannvro Breizh ha fiziet ar merañ en C’hoariva evit diorren ar raktresoù c’hoariva er skol ambrouget gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eur a zo kemeret e karg gant ar Rannvro.
Harp Rannvro Breizh :
Priz an eurvezh a vez 60€ evit an holl dud a vicher.
Rannvro Breizh a gemer e karg 25€ dre eurvezh. Da lâret eo priz an eurvezh evit ar…
5 a viz Du 2022
Peder c’hevredigezh o deus bodet o energiezh evit kinnig un darvoud c’hoariva e Roazhon : An ADEC, Skol an emsav, Skeudenn Bro-Roazhon/Festival Yaouank ha C’hoariva.
Emgav evit an holl darvoudoù en ADEC-Ti ar c’hoariva amatour. D’ar Gwener 04/11 da 8e30 noz : Pezh-c’hoari Hi ’ni eo Moliere gant Nolwenn Korbell. Staj d’ar Sadorn 05/11 etre 10e30 ha 4e30 g.m.
10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll…
13 a viz Here 2022
Daou Atalier c’hoariva war hent ar furlukin kinniget gant strollad
La Obra evit bugale etre 7 ha 11 vloaz, ha krennarded etre 12 ha 16
vloaz. Kaset e vo an atalieroù-se gant Tifenn Linéatte ha Belén Riquelme,
an div gomedianez eus an abadenn Ar roueed lastez. Un digarez da
gejañ gant tud all, lakaat hor c’horfoù hag hor mouezhuioù da froñval
ha fiñval, c’hoari war ar prim a stroll ha…
13 a viz Here 2022
Ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar grennarded e Ti ar Vro Gwengamp.
Pemp endervezh staj e sizhunvezh kentañ vakañsoù an diskar-amzer.
Danvez ar staj a vo pleustriñ war ar c’hoariva korfel gant ar pal kinnig ur stumm c’hoariva bihan, awenet gant oberennoù Anjela Duval ha Youenn Gwernig, evit fin ar sizhunvezh staj.
Ar staj a vo dalc’het etre al Lun 24/10 betek ar Gwener 28/10.
Eurvezhioù…
7 a viz Here 2022
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.
Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel…