3 a viz Meurzh 2025
C’hoariva e Pont ar Veuzenn
Un avel a imor vat a c’hwezho er sal F.Mitterrand gant Kañfarted Lanleya !
Strollad Kañfarted Lanleya en do ar blijadur da ginnig sketchoù fentus er vro Rouzig !
D’ar Sul 23 a viz Meurzh da 2e30, er sal F.Mitterrand e Pont ar Veuzenn, deuit da c’hoarzhin dirak avanturioù (ha gwallavanturioù) paotred Plouigneau.
Pezhioù fromus ha fentus e brezhoneg aes da gaout !…
25 a viz C’hwevrer 2025
Un abardaevezh sirk e brezhoneg a ginnig Sked gant Skol Arzoù ar Sirk er Gabusined d’ar Sadorn 29 a viz Meurzh etre 14e ha 17e. Deuit ’ta da glask jangliñ, chom kempouezet war ur volotenn ha lakaat asiedoù da dreiñ ! Digor eo d’an holl liveoù brezhoneg, d’ar vugale ha d’an dud gour !
📍 Atelier des Capucins, Brest 29200
📅 Sadorn 29/03/2025 - 14h-17h
💬 E brezhoneg (holl liveoù)
ℹ️ 12€ evit an…
12 a viz C’hwevrer 2025
C’hoant ho peus dizoloiñ ar c’hoariva e brezhoneg ? Donaat ho parregezhioù ? Kemer plijadur ho c’hoari gant tud all ? ’Neus ket da dortal lakait hoc’h anv !
Un devezh c’hoariva e brezhoneg buhezet gant Glenan Guillou.
Un doare plijus ha disheñvel e vo da labourat war ho prezhoneg !
Live yezh : 3-4 (A2-B1).
15/03 de 9h30 - 16h30
E Sked, 201 straed Jean Jaurès e Brest
Priz : 18€…
7 a viz C’hwevrer 2025
KANTREN : UN AVANTUR C’HOARIVA E BREZHONEG DIGOR D’AN HOLL
Plijout a rafe deoc’h kemer perzh e atalieroù a bep seurt diwar-benn ar vouezh, ar c’horf, ar maskl, ar c’han, an dañs… ? Labourat asambles war un destenn ? Pleustriñ ha c’hoari dirak an dud ?
Deomp da foetañ bro holl asambles war hentoù Breizh.
Ur grouidigezh dibar douget gant c’hwec’h kompagnunezh c’hoariva.
An holl ditouroù a vo…
6 a viz C’hwevrer 2025
Ober a ran war-dro ar strollad c’hoariva amatourien Tro-didro abaoe 15 vloaz. Ha gant hor pevarvet pezh-c’hoari emaomp er mare-mañ. Graet en deus ar strollad e dammig hent. Ha koulskoude, pa soñjer, n’eo ket sur e vijen aet war ar c’hoariva brezhoneg panevet ar gevredigezh C’hoariva !
16 pe 17 vloaz zo e oan ezel eus klub lenn Kemper. Er bloavezh-se e oa ar festival c’hoariva brezhoneg da vezañ…
3 a viz C’hwevrer 2025
Pezhioù-c’hoari :
Al laer en ti, ar veaj organizet, kofig moan
C’hoariet eo ar pezhioù gant Maivon Berthou, Pêr Jubil ha Goulc’han Kervella.
Etre ar pezhioù, An Diou Flo a gano hag a sono gant boestoù an diaoul (akordeoñs diatonek ha kromatek) fleüt hag harmonika.
PLOUGUIN , sal liesimplij : D’ar Sul 16 a viz Meurzh – da 3 eur
Aozet gant : Strollad Plougin, Brezhoneg e Bro an Aberioù…
28 a viz Genver 2025
Kinnig a ra Ar Vro Bagan stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 14 vloaz war 4 devezh.
E-pad ar vakañsoù adalek an 10 betek ar 14 a viz C’hwevrer.
E brezhoneg diouzh ar mintin hag e galleg diouzh an abardaez.
Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…)
9 a viz Kerzu 2024
Ar stignad Skol c’hoariva a oa bet krouet gant Rannvro Breizh ha karget ar merañ da C’hoariva evit harpañ ar raktresoù c’hoariva er skol pa int ambrouget gant un den a vicher. Ul lodenn eus ar feur eurvezhiek a vez kemeret e karg gant ar Rannvro.
Ar gevredigezh C’hoariva a c’hell ho titouriñ evit kas ho raktres da benn.
Harp Rannvro Breizh :
Priz an eurvezh a vez 60€ evit an holl dud a…
4 a viz Kerzu 2024
Kontañ a ra ar pezh istor ur meuriad kentidik, hag a zo distrujet o c’hoad gant gwall-tan ur fest tekno. Gant ur pomper Rasta int pedet da gavout repu e kêr.
Dizoloiñ a reont marvailhoù ur gêr vras met hiraezh o c’hoad kenidik a deu dezho.
Kinniget e vo d’an arvestourien da vezañ perzh.
3 a viz Kerzu 2024
Ur galv raktres evit piv ? Evit ar re zedennet gant an deskadurezh pobl, ar c’henskoazell hag an engouestl, talvoudoù douget gant ar gevredigezh La Obra. Evit ar re a fell dezho krouiñ un oberenn arzel dibar e brezhoneg. Evit an arzourien brezhoneger pe ar vrezhonegerien o deus c’hoant mont war-zu ar c’hrouiñ arzel. Evit ar re o deus desket brezhoneg n’eus ket pell zo hag o defe c’hoant da reiñ…
3 a viz Kerzu 2024
Etre Miz Genver ha miz Eost 2025.
E pad 8 miz 30e/sizhun.
Etre 16 ha 25 bloaz.
Deuit da zizoloeiñ bed ar C’hoariva gant Ar Vro Bagan !
Brezhoneger.ez pe o teskiñ.
Kit e darempred gant AR VRO BAGAN
Postel
Pgz : 02 98 04 50 06
3 a viz Kerzu 2024
Kinnig a ra ar gevredigezh Sked atalieroù c’hoariva e brezhoneg bep Meurzh.
Ur priz diskennet a vez kinniget, 100€ evit ar bloaz !
Un doare plijus ha startijennek da gomz brezhoneg.
Meurzh -18h30-20h30 -
Kreizenn Sokial Kerourien e Brest
Priz : 100€
Postel
Pgz : 02 98 80 26 71
eil a viz Kerzu 2024
Abadenn kanet gant margodennoù evit ar vugale etre 3 ha 9 vloaz, kinniget gant Awenn Plougoulm e brezhoneg hag e galleg.
eil a viz Kerzu 2024
E Breizh, nozvezh Nedeleg zo bet a-viskoazh danvez kontadennoù ha mojennoù... Kontañ a rae zoken ne oa ket c’hoant an Tad-Nedeleg, e-pad kantvedoù, da lakaat e dreid du-mañ ! Un abeg hepken d’an dra-se : an avel. Spont bras ’oa gantañ...Met gant ar gerioù-se ho po komprenet... Tad-Nedeleg ebet... N’eus prof ebet !
Ar mare deuet neuze eo ar vugale a gan a zor da zor er c’hêriadennoù : « Kanomp…
12 a viz Du 2024
An istor a c’hoarvez e 2080. Beuzet eo mab-den gant ar berniad objedoù ha skeudennoù eus an amzer paseet. Ur skipailh tud o deus labouret evit mirout ar roudoù pouezusañ evit dazont mab-den e Mirdi ar Roud. Ar ribouladeg a grog dervezh digoradur ar Mirdi-se.
Ijinet ez eus bet ur ribouladeg arzel e brezhoneg evit arvesterien a gomz brezhoneg hag ar re na reont ket !
Dedennet oc’h ? Trugarez da…