12 a viz Du 2024
Koulma, la nouvelle salariée de C’hoariva réalise un tour de Bretagne pour présenter l’association : ses missions, les dispositifs, les compagnies et troupes de théâtre, et quelles sont les envies, les besoins et les questions des habitants sur le terrain pour ce qui concerne le théâtre en breton.
Le but est donc d’échanger avec les associations qui travaillent en langue bretonne ainsi qu’avec…
10 a viz Du 2024
Evit ar pedervet bloavezh e vo aozet ur staj e Roazhon. Ar wech-mañ e vo renet ar staj gant Lukaz Nedeleg, komedian ha kontour.
Liammet e vo ar staj gant abadenn nevez "Le Doute - Ar mar hag ar mor" eus Kompagnunezh Safar. Un darvoud aozet gant kevelerezh Skeudenn da geñver Festival Yaouank, an ADEC35-Ti ar C’hoariva ha C’hoariva.
Eus petra zo ezhomm evit plantañ tan ? Gant un hentenn deuet…
5 a viz Du 2024
Kafetañ e brezhoneg…
Loic Jade ha Bernez Kere a vo pedet da c’hoari sketchoù bihan bet skrivet gant Per-Jakez Helias tro-dro da Jakez Krohen ha Gwillou Vihan, en ur yezh saourus !
Digor d’an holl. Digoust.
10 a viz Here 2024
Evit an distro-skol 2024-2025 e kinnig Ti Douar Alre ur raktres nevez d’ar vugale etre 6 ha 14 vlez : un heuliad 6 devezh atalieroù kaset etre miz Gouel Mikael ha miz Meurzh e brezhoneg en-dro d’ar c’han ha d’ar c’hoariva, get daou animatour a-feson : Piriou Solen (c’hoariva) hag Axel Landeau (kan).
Hag emañ ho pugale etre 6 ha 14 vlez, gouiet a raont brezhoneg ha troet int d’an arzoù, setu un…
10 a viz Here 2024
Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho eus strollad La Obra, eus ar Merc’her 23 a viz Here d’ar Gwener 25 a viz Here 2024, e Ti ar Vro Kemper.
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Ur…
9 a viz Here 2024
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !
Evit ar vugale etre 6 ha 11 vloaz
E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00
E galleg adalek 2e00 betek 3e30 goude merenn…
7 a viz Here 2024
Stal-labour teatr :
An obererezh-se a zo gouestlet d’ar re o deus c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg : d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
Ur chañs ivez d’ober un taol esa evit enframmañ war-lerc’h unan eus ar strollad c’hoariva e Breizh pe c’hoazh en…
3 a viz Gouere 2024
PROGRAMM AR SIZHUNVEZH C’HOARIVA
Staj c’hoariva buhezet gant Ana-Soaz Bervet.
✓ Ar c’horf, ar selloù hag ar vouez A-raok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek
e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou
ar c’horf dre bleustradegoù Qi Gong evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni. Peurechuet…
eil a viz Gouere 2024
Klask a reoc’h un dra bennak dudius ha kaer evit ho laponed vihan da ober e brezhoneg ? Lakait o anv evit ar staj sirk-mañ graet a-ratozh-kaer evito !
Staj sirk evit ar vugale - 4-6 vloaz
15 ha 16 a viz Gouere 2024 e Lesneven (10e30-12e)
Staj sirk evit ar vugale - 7-12 vloaz
17 ha 18 a viz Gouere 2024 e Lesneven (9e30-5e)
Ar program :
Reiñ un tañva deus arzoù ar sirk : jangliñ,…
6 a viz Mezheven 2024
Skolidi Diwan Naoned a c’hoario ar pezh Amann ar Stered. Ar pezh-se a ra berzh er skolioù ha c’hoariet e oa bet meur a wech e meur a skol.
Skrivet e oa bet ar pezh gant Paul Madec ha lakaet e brezhoneg gant Bob Simon.
3 a viz Mezheven 2024
Ur raktres c’hoariva e brezhoneg/galleg gant skolidi CP -> CM2 ha kerent zo
war dem ar Redadeg 2024 : Treuzkas
Abaoe miz C’hwevrer e vez kaset ur stal c’hoariva gant Bleuenn Raynaudon evit ar vugale eus ar CP betek ar CM2 e skol Diwan Pontekroaz. Pal ar raktres a oa kinnig un arvest d’ar 17 a viz Mae e Beg ar Raz evit gouel loc’hañ ar Redadeg 2024. Ar raktres a zo douget gant ar strollad La…
29 a viz Ebrel 2024
Degemeret e vo gant Teatr Piba tri strollad c’hoariva keveler da geñver ar raktres Phōnē : NOZVEZH GENTAÑ (16/05 da 7e noz)
Lennadennoù : The grey man diwar Philip Doherty gant Fíbín (Galway - Bro-Iwerzhon) – Gouezeleg Bro-Iwerzhon - 15 mn, Fanfare diwar Vesse De Vrie gant Tryater (Leeuwarden e bro-Friz en Izel-vroio) - 15 mn.
Pezh-c’hoari : Salika lasten tulla minum tyköni diwar Inger…
28 a viz Ebrel 2024
Evit lakaat war wel obererezhioù ar gevredigezh emañ C’hoariva o klask ur genlabourerez pe ur c’henlabourer e hanter-amzer.
Burev ar gevredigezh a zo staliet e Douarnenez.
Tu vo labourat a-bell un darn eus an amzer.
Gopret hervez Emglev a-stroll ar buheziñ : strollad C, feur 280.
Post labour da bourveziñ : e penn kentañ miz Gwengolo.
Termen evit kas al lizhiri emstrivañ : 03/05/2024.
Bodad…
24 a viz Ebrel 2024
Peder studierez e master ESM Glad ha Mirdioù e skol-veur Kemper o doa dibabet lakaat war wel c’hoariva Per-Jakez Helias. Un enklask o doa graet e-pad meur a viz evit mont war roudoù an dramaour. Pemp panell a oa bet savet evit kinnig ec’h oberenn c’hoariva. Tu vo ivez kizidikaat ar re yaouankañ hag ar skolidi peogwir e oa bet savet er memes koulz maletennoù pedagogel.
Titouroù : Ti-kêr…