31 a viz Eost 2023
Ur staj evit an deraouidi pe an dud ampart kinniget da-geñver Festival Yaouank.
Ur staj aozet gant kevelerezh Skeudenn Bro-Roazhon, an ADEC35-Ti ar C’hoariva departamant an Il-ha-Gwilen ha C’hoariva.
Un devezh gouestlet d’ar c’hoariva, un nebeud eurvezhioù asambles evit mont war leurenn da c’hoari e brezhoneg. Pleustret e vo war ziazezoù ar c’hoariva en un aergelc’h distenn.
D’ar Sul 12 a…
30 a viz Eost 2023
Ar "gommedia" a zo ur stumm c’hoariva a zeu eus Italia da vare an Azginivelezh.
Pal an doare c’hoari-se a oa sachan prim evezh arvesterien hag a veze atav en diavaez, e-touez safar ar foarioù.
Un doare c’hoariva war ar prim eo hag a c’houlenn gant an nen bezan gant e jeu ha bepred prest da reaktiñ.
Gant ar maskloù an hini eo deuet he brud. Met dougen ur maskl ne servij da netra ma ne zeu ket…
29 a viz Eost 2023
Nos voies lactées - Hentoù gwenn, un arvest evit dizoloiñ istor al laezh hag e sekredoù. Goude bezañ beajet, savet enklaskoù, en doa tud skipailh Teatr Piba rannet o santimantoù, o mennozhioù en un doare a stroll evit sevel ur pezh-c’hoari skrivet gant David Wahl.
Ar staj-mañ a vo liammet kreñv gant tem an arvest "Nos voies lactées - Hentoù gwenn". Rannet e vo o mennozhioù gant ar stajidi gant…
28 a viz Eost 2023
D’ar Merc’her 11 a viz Here da 8e30 noz war leurenn ar Glenmor e Karaez ’vezo dalc’het abadenn gentañ pezh-c’hoari nevez Madarjeu Teatr : "An Twits" zo war grouiñ gant ar strollad abaoe bloaz. An derc’hent a vezo gouestlet da vugale skolioù Karaez. Diwar-goust ar strollad e vezo kinniget dezho ur pennad treuzkas kultur ha sevenadur : kemer perzh en eil pleustradenn ziwezhañ, kejañ ouzh skipailh…
28 a viz Eost 2023
Ur vaouez a grog gant ur brezegenn diwar-benn Molière, sirius ha chik da gentañ. Met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz pa vefe un den all en he c’horf hag en he spered… « Molière par elle-même » a zo bet troet e 6 yezh ha c’hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro. C’hoariet e vez eus ar c’haerañ tout e brezhoneg gant Nolwenn Korbell.…
25 a viz Eost 2023
PENN SARDIN AKADEMI - ATALIER FURLUKIN E BREZHONEG
Evel ar bloaz paset, un atalier c’hoariva war hent ar furlukin a vo kinniget gant strollad La Obra. Kaset e vo an atalier-se gant an div gomedianez Tifenn Linéatte ha Belén Riquelme.
Un digarez da gejañ gant tud all, lakaat hor c’horfoù hag hor mouezhioù da fraoñval ha fiñval, c’hoari war ar prim a stroll ha c’hoarzhin : sur eo ha n’eo ket…
31 a viz Gouere 2023
Setu programm ar stajoù da zont.
21 a viz Gouere 2023
Kompagnunezh Teatr Piba en deus kemeret perzh d’ar c’hentañ kuzuliadeg etrevroadel ar c’hoariva e yezhoù minorel (etre an 30/06 hag an 02/07) e Bautzen en Alamagn (Bro Sorab) da geñver ar raktres Europa Creative Phōnē.
Tro o doa bet da gejañ gant pemzek strollad, kompagnunezh, c’hoariva, kenstroll hag arzourien eus pevar c’horn ar bed. Graet o doa ar veaj evit prederiañ war ar mod da sevel ur…
5 a viz Gouere 2023
Ar sec’hor a zo ul lec’h emveret (staliet e savadur La Obra) gouestlet d’ar pleustroù arzel, ul lec’h degemer arzourien, ul lec’h pleustriñ… Digor eo da arzouien Bro ar C’hab ha reoù eus lec’hioù-all ivez. Gant ur spered rannañ e vez lakaet al lec’h e-kerz gant La obra d’ar re o defe ezhomm.
Da bep kompagnunezh degemeret e vo goulennet kemer perzh er mizoù evit rannañ frejoù hollek ar mont…
4 a viz Gouere 2023
Skol c’hoariva : ur stignad arc’hant evit ambroug an eurioù c’hoariva graet er skol gant tud a vicher.
Petra eo Skol c’hoariva ? Ur sikour evit ar gelennerien o defe c’hoant bezañ harpet evit ur raktres c’hoariva. Dont a ra ur c’homedian (pe meur a hini) er skol evit heuliañ ur raktres pe evit krouiñ ha heuliañ ur raktres c’hoariva. D’ar skol da sevel ar goulenn digant ur gompagnunezh c’hoariva…
4 a viz Gouere 2023
Ur staj c’hoariva 6 devezh dindan renerezh Ana-Soaz Bervet ha Loïc Jade.
Labour ar stajidi a vo roet da welout war leurenn evit fin ar staj.
10 a viz Mezheven 2023
Emañ ar Bleiz o kantren e Breizh. Spontet eo Yann Gouer ha krenañ a ra ar vourc’hizien. E-lec’h ma tremen ar Bleiz, ne chom netra, na tud bev, na savadurioù war-sav, nag arc’hant nag aour...
Ar Bleiz hag a zo o kantren er vro ne ’z a ket war pevar fav met war varc’h... N’en deus ket dent hir met ur c’hleze lemm...
N’eo ket gwisket gant blev du met "Fontanella a barrez Prat / Bravañ mab a wisk…
7 a viz Mezheven 2023
Ur programm fonnus a-walc’h gant tri skolaj hag a oa deut da ginnig meur a bezh-c’hoari.
Deuet e oa : Skolaj Diwan Gwiseni gant an holl c’hwec’hveidi evit reiñ da welout tri fezh c’hoari ijinet ha skrivet ganto gant sikour ho kelenner Goulc’hen an Ostiz : Ar mekanik veajiñ Baboumba An alc’hwez aour Skolajidi 4re ha 3de klas Skolaj Ar Pevar Avel eus Lanneur (kelenner Fañch Oger) o doa c’hoariet…
30 a viz Mae 2023
Evit fin ar bloavezh skol e vo kinniget gant ar skolidi ha skipailh ar gelennerien ur pezh-c’hoari evit plijadur an holl.
4 a viz Mae 2023
Strollad Ar Vro Bagan a zo o torloiñ ec’h arvest tan ha kurun Ar Roue Arzhur evit an hañvezh. Hag evit an dazont eo anv ivez eus ur grouidigezh nevez gant un istor e mare ar ragamzer. Memes mod evit strollad La Obra hag zo o prientiñ e arvest straed fin an hañv. Teatr Piba a zo o labourat war arvest an Hentoù-Gwenn hag a vo kinniget e Miz Du e Ti ar C’hoariva Brest hag er memes koulz war ar…