6 a viz Meurzh
Ar bloaz-mañ e oa bet ijinet gant al liseidi ur pezh-c’hoari diwar-benn ar plas lezet d’ar merc’hed en Istor.
Teir maouez, ha n’int ket brudet c’hoazh, a vo kontet o istor dre ur veaj en amzer dremenet.
Evel bep bloaz e vez savet ur pezh-c’hoari gant liseidi Diwan Karaez. Goude un droiad e miz Kerzu 2025 hag un eil e miz Meurzh 2026 hon eus ar chañs da c’hallout gwelout anezho adarre da geñver…
4 a viz Meurzh
Testenn ha foto embannet gant Ti ar Vro-Leon :
"Plac’h Plougerne, Typhaine Corre ganet e 1989, zo deuet da vezañ komedianez a-vicher e 2014, goude bezañ graet ur servij keodedel gant Ar Vro Bagan. Piket eo bet he c’halon buan gant ar strollad, ar c’hoariva hag ar brezhoneg. Mont a ra alies ivez da eskemm gant skolidi diwar he labour, ar sevenadur hag ar yezh. ‘Pezh a blij kalz dezhi.
Kanañ a…
eil a viz Meurzh
Goude Landerne ha Douarnenez e vo aozet Devezh ar brezhoneg e Plougastell ar bloaz-mañ. Bugale skolioù ar vro o do tro da dañva e meur a bleustr arzel e kerzh an devezh. C’hoariva en o zouez. Tangi Merien, aktour e strollad Ar Vro Bagan hag en daou Dangi a lako ar vugale da bleustriñ war ar c’hoariva. Plijadur d’an holl neuze !
Diouzh noz e vo ur Fest-Noz digor d’an holl.
1añ a viz Meurzh
Un abadenn dreistordinal war radio Kreiz Breiz kinniget da c’henver mizvezh ar brezhoneg.
Gouzout hiroc’h ?
E-kerzh an nozvezh e vo komzet eus a bep seurt traoù e galleg, galaoueg ha brezhoneg.
C’hoant ho peus kemer perzh ? Adal bremañ pellgomzit da Radio Kreiz Breizh ha leuskit dezho ho 06. Dimeurzh e voc’h galvet adalek 7e noz evit kontañ pe kanañ pe lârout un dra evidoc’h hepken ha…
3 a viz C’hwevrer
Daet d’ober c’hoariva get Murmuration d’Ouest : D’an 23/02 betak ar 25/02 evit ar grennarded etre 11 ha 15 vlez, D’ar 26/02 d’ar 27/02 evit ar vugale etre 7 ha 10 vlez.
Monet e darempred
3 a viz C’hwevrer
Staj c’hoariva gouestlet d’ar vugale : 16 - 19 a viz C’hwevrer Evit ar vugale ha krennarded etre 6 ha 14 vloaz E brezhoneg : 10e30 -> 12e Lakaat e anv Pellgomz : 02 98 04 50 06
Programm : Labourat war ar c’horf, ar vouez, en em lec’hiañ war ul leurenn, C’hoari perzhioù a bep seurt hag ober strollad gant kamaladed all, Pleustriñ ur pezh-c’hoari bihan hag a vo c’hoariet dirak ur publik (familh…
3 a viz C’hwevrer
Bep tri bloaz e vez aozet un abadenn tan ha kurun nevez gant strollad Ar Vro Bagan. Evit an hañvez da zont e vo kontet buhez Anna Vreizh.
Kit da veajiñ en amzer, e 1505, gant strollad ar Vro Bagan ha grit tro Breizh en ur chom e-kichen ho ti !
Titouroù ha lakaat e anv :
Mail
Lec’hienn internet
Pgz -> 02 98 04 50 06
5 a viz Genver
Kinnig a ra SKED e Brest ur staj kino chakod evit ar grennarded etre ar 25 betek ar 27 a viz C’hwevrer e SKED, evit 8vet bloaz ar genstrivadeg Filmoù Chakod gant Daoulagad Breizh.
Lusket e vo gant un den a-vicher eus Canal Ty Zef ha desket ’vo krouiñ ur film chakod 3 munutenn e brezhoneg en ur dremen dre ar senario, ar filmañ hag ar frammañ.
Ar bloaz-mañ, tem ar genstrivadeg a zo Utopia.…
3 a viz Kerzu 2025
Ar bloaz-mañ e oa bet ijinet gant al liseidi ur pezh-c’hoari diwar-benn ar plas lezet d’ar merc’hed en Istor.
Teir maouez, ha n’int ket brudet c’hoazh, a vo kontet o istor dre ur veaj en amzer dremenet.
TROIAD KENTAÑ evit redadeg komediane.ze.d Lise Diwan Karaez : Lun 8 a viz Kerzu : Skol Diwan Lesneven, Skol Diwan ha Divaskell Plabenneg ha Skolaj Diwan Gwiseni, Meurzh 9 a viz Kerzu e skol…
eil a viz Kerzu 2025
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e-tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet…
3 a viz Du 2025
Da-genver ar Festival Tan miz Du aozet gant kevread KLT e vezo kinniget d’ar vugale etre 7 vloaz ha 12 vloaz daou endervezhiad "Tañva e brezhoneg d’an teatr" gant Yann-Edern Jourdan. Deiziadoù : Merc’her 05 ha Merc’her 12 a viz Du etre 2e ha 5e g.m Lec’h ar staj : Skol ar Boan-Benn e Montroulez Priz ar staj : 15€ da baeañ war al lec’h Mont e darempred ha lakaat e anv : Dre vail Kgnez Madarjeu…
6 a viz Here 2025
Ar raktres Kantren a zo savet ha heuliet gant 6 kompagnunez a vicher, an holl ezel eus C’hoariva :
Ar Vro Bagan, Ar Vroderez noz, Goemon-Goeland, La Obra, Safar ha Teatr Piba.
Da bezh stag e kavoc’h an holl ditouroù evit kemer perzh ha programm ar stajoù,
Daveoù : Mont e darempred gant ar skipailh
Enskrivadur : Lakaat e anv evit kemer perzh
5 a viz Here 2025
Ur stal gouestlet d’an dud yaouank etre 8 ha 12 vloaz.
Ar c’hentelioù a vo bep Meurzh etre 4e45 betek 6e noz e Sal dañs kreizenn sevenadurel breizhek.
Ur raktres douget gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
Priz : 140€ evit ar bloavezh + 20€ evit bezañ ezel.
Daveoù evit lakaat e anv