6 a viz Mezheven 2025
An Aria a zo ur greizenn sevenadurel krouet e 1998 dre atiz Robin Renucci. Ul lec’h krouiñ ha deskiñ eo, staliet e kêr vihan Pioggiola e menezioù Korsika.
Perzh C’hoariva er stummadur ? Degas un testeni diwar-benn ar pezh a vez graet e Breizh da geñver ar c’hoariva e brezhoneg ha kinnig ar stignadoù lakaet e pleustr gant C’hoariva, gant harp Rannvro Breizh.
Diskrivet hon eus ar pezh a vez…
5 a viz Mezheven 2025
Estreget abadennoù muzik a zo e Gouel Broadel ar Brezhoneg (04-06 a viz Gouere e Kemperle). Ur bern traoù da ober, da welout ha da selaou ! En o zouez abadennoù c’hoariva ha kan. Abadenn Hi ni eo Molière gant Nolwen Korbel. Redit d’he gwelout ma n’ho peus ket gwelet c’hoazh ! An abadenn fromus Klev hag a zo brav-tre, kan ha c’hoari evit ar re yaouank hag evit ar re vras ivez.
eil a viz Mezheven 2025
Festival kontadennoù
Adalek ar 14 betek an 28 a viz Even
Ar Merc’her 18 a viz Even
Baleadenn kontet e brezhoneg gant Awenn Plougoulm o tont eus Menez Are, istorioù ha sonioù e brezhoneg, evit ar skouarnioù bihan koulz hag ar re vras.
Ar Plomarc’h e Douarnenez da 5e.
6€ priz leun / 4,50 priz izel
https://www.helloasso.com/associati...
Ar Gwener 27 a viz Even
Prezegenn - diviz
Evit…
11 a viz Mae 2025
Ouzhpenn 25 den o doa kemeret perzh e staj kentañ ar raktres Kantren, d’ar 15 ha 19 a viz Meurzh 2025 er C’houarz e Brest. Ha plijadur a oa bet ganto !! M’ho peus c’hoant c’hwi ivez kemer perzh en avantur a-stroll-mañ evit deskiñ ha krouiñ, ne chomit ket da dortal, lakait hoc’h anv evit an eil staj hag a vo dalc’het d’ar 17 ha 18 a viz Mae e Montroulez !
11 a viz Mae 2025
Aterset e oa bet izili C’hoariva : Yann-Fulub Dupuy, Tifenn Lineatte, Thomas Cloarec ha Lukaz Nedeleg evit lakaat ar gaoz war ar c’hoariva hiziv an deiz ha lakaat war wel ar raktres Kantren.
Adkavit ar pennad amañ.
6 a viz Mae 2025
Kavit amañ deiziadoù abadennoù da zont An daou dangi hag a ginnig war al leurenn "Ar boufoun hag an ozhac’h", un abadenn c’hoariva gant sonerezh.
7 a viz Ebrel 2025
Ur vaouez a grog gant ur brezegenn diwar-benn Molière, sirius ha chik da gentañ. Met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz pa vefe un den all en he c’horf hag en he spered… « Molière par elle-même » a zo bet troet e 6 yezh ha c’hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro. C’hoariet e vez eus ar c’haerañ tout e brezhoneg gant Nolwenn Korbell.…
4 a viz Ebrel 2025
D’ar 07/04, staj c’hoariva e brezhoneg evit ar vugale (etre 6 ha 10 vloaz)!
Kaset e vo en-dro gant Bleuenn Raynaudon, eus Kompagnunezh an Obra.
Awenet gant hentenn Bernard Grosjean ("C’hoariva Deskadurezh")
Implijout a ra Bleuenn e skiant-prenet c’hoariva evit ober eus ar c’hoariva ul lec’h dudius ha krouiñ.
He fal a zo sevel pezhioù-c’hoari bihan.
• Evit bugale etre 6 ha 10 vloaz
•…
1añ a viz Ebrel 2025
Kinnig a ra Ar Vro Bagan stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 14 vloaz war 4 devezh. Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…)
🎭 STAJOÙ C’HOARIVA EVIT AR VUGALE HAG AR GRENNARDED ETRE 6 HA 14 VLOAZ !
📅 Du 7 au 10 Avril
⏰ En breton : 10h30-12h (Abadenn ar yaou 10/04 à 12h)
⏰ En français : 14h-15h30 (Abadenn ar yaou 10/04 à 15h30)
💰Priz : 35€ + 20€…
1añ a viz Ebrel 2025
En em enskrivañ diouzh ret (niver rik a blasoù)
Deuit da dremen ur mare plijus evit dizoloiñ arzoù ar sirk e brezhoneg !
Deuit da zizoloiñ bed ha burzhud ar sirk e-pad ur prantad staj da vare vakañsoù miz Ebrel !
Asambles e vo graet troioù-ouesk, koad ha lienn-nij, bannikat...
Dre ar c’hoari hag al levenez, evel-just !
Ur staj lusket e brezhoneg gant Fiona Pierret a labour er gevredigezh…
5 a viz Meurzh 2025
Fellout a ra da Departamant Penn-ar-bed broudañ an dud da zeskiñ brezhoneg a-hed ar skoliata, ha degas c’hoant d’ar re yaouank da zelc’her ganti er skolaj dreist-holl. Ar bloaz-mañ e vo kemeret perzh ennañ gant ar skolioù publik,
prevez katolik ha Diwan eus Douarnenez, eus ar C’hab, eus ar Vro Vigoudenn ha skolajidi Kemper.
Atalieroù a bep-seurt a vo a-hed an devezh evit ar skolidi : Atalieroù…
3 a viz Meurzh 2025
C’hoariva e Pont ar Veuzenn
Un avel a imor vat a c’hwezho er sal F.Mitterrand gant Kañfarted Lanleya !
Strollad Kañfarted Lanleya en do ar blijadur da ginnig sketchoù fentus er vro Rouzig !
D’ar Sul 23 a viz Meurzh da 2e30, er sal F.Mitterrand e Pont ar Veuzenn, deuit da c’hoarzhin dirak avanturioù (ha gwallavanturioù) paotred Plouigneau.
Pezhioù fromus ha fentus e brezhoneg aes da gaout !…
25 a viz C’hwevrer 2025
Un abardaevezh sirk e brezhoneg a ginnig Sked gant Skol Arzoù ar Sirk er Gabusined d’ar Sadorn 29 a viz Meurzh etre 14e ha 17e. Deuit ’ta da glask jangliñ, chom kempouezet war ur volotenn ha lakaat asiedoù da dreiñ ! Digor eo d’an holl liveoù brezhoneg, d’ar vugale ha d’an dud gour !
📍 Atelier des Capucins, Brest 29200
📅 Sadorn 29/03/2025 - 14h-17h
💬 E brezhoneg (holl liveoù)
ℹ️ 12€ evit an…
12 a viz C’hwevrer 2025
C’hoant ho peus dizoloiñ ar c’hoariva e brezhoneg ? Donaat ho parregezhioù ? Kemer plijadur ho c’hoari gant tud all ? ’Neus ket da dortal lakait hoc’h anv !
Un devezh c’hoariva e brezhoneg buhezet gant Glenan Guillou.
Un doare plijus ha disheñvel e vo da labourat war ho prezhoneg !
Live yezh : 3-4 (A2-B1).
15/03 de 9h30 - 16h30
E Sked, 201 straed Jean Jaurès e Brest
Priz : 18€…
7 a viz C’hwevrer 2025
KANTREN : UN AVANTUR C’HOARIVA E BREZHONEG DIGOR D’AN HOLL
Plijout a rafe deoc’h kemer perzh e atalieroù a bep seurt diwar-benn ar vouezh, ar c’horf, ar maskl, ar c’han, an dañs… ? Labourat asambles war un destenn ? Pleustriñ ha c’hoari dirak an dud ?
Deomp da foetañ bro holl asambles war hentoù Breizh.
Ur grouidigezh dibar douget gant c’hwec’h kompagnunezh c’hoariva.
An holl ditouroù a vo…