Hopala ! Tost echu ar bloavezh skol. Sur a-walc’h e vo diskouezet gant skolidi zo o labour c’hoariva e gouelioù skol. Plijadur d’an holl neuze !
Ha pa vez kaoz eus ar c’hoariva er skol, ur rann galon e oa bet evidomp dleout nullañ Devezh c’hoariva ar skolajidi, gant daou strollad hepken enskrivet.
Evit an distro skol, soñjit d’ar raktresoù c’hoariva adal bremañ. Ur yalc’had eus Rannvro Breizh e c’helloc’h kaout ma vo ambrouget an eurioù gant unan a vicher.
Hag evit an distro skol-mañ e vimp laouen da ginnig deoc’h ur stignad nevez eus Rannvro Breizh : Arvest. Ur skoazell evit programmiñ pezhioù-c’hoari e Breizh5.
Skrivit deomp m’ho peus c’hoant kaout titouroù war ar stignadoù Skol c’hoariva hag Arvest.
Evel miliadoù a dud hor boa bet kalz a blijadur da lardañ ar pavez war hentoù Breizh evit ar Redadeg. Gourc’hemennoù d’an holl hag emgav a-benn daou vloaz neuze !!!
Arabat c’hwitañ e-kerzh an hañv : Abadennoù taol-kurun Ar Vro bagan (e brezhoneg penn-da-benn d’ar Sadorn noz).
Hopala ! C’est déjà (presque) la fin de l’année scolaire. Certainement une occasion pour certains élèves de présenter leur travail théâtral lors des fêtes des écoles. Que de plaisir pour tous !
Et en parlant de théâtre à l’école, nous avons été extrêmement déçus de devoir annuler la Journée annuelle de théâtre des collégiens. Deux groupes inscrits uniquement.
Pour la rentrée, pensez dès à présent aux projets théâtre à l’école. Vous pouvez bénéficier d’une aide de la Région Bretagne, si les heures sont réalisées par un.e professionnel.le.
Et pour cette rentrée, nous serons heureux de vous présenter un nouveau dispositif de la Région Bretagne : Arvest. Une aide à la programmation de spectacles en Bretagne5.
Écrivez-nous si vous voulez plus de renseignements sur les dispositifs "Skol c’hoariva" et "Arvest".
Comme des milliers de personnes, nous avons pris beaucoup de plaisir à battre le pavé sur les routes de Bretagne pour la Redadeg. Félicitations à tous et rendez-vous dans deux ans !!!
À ne pas rater cet été : Les sons et lumières d’Ar Vro Bagan (totalement en breton le samedi).