E miz Meurzh hon eus bet ar blijadur da zizoloiñ Sistuj, pezh-c’hoari 2025-2026 liseidi Diwan. Dreist e oa, atav leun a ijin, traoù dic’hortoz ha gant ur plas brav d’ar maouezed Gourc’hemennoù dezho !
Hag e miz Ebrel petra a raimp ? Un nebeud mennozhioù a ginnigomp deoc’h evit vakañsoù an nevezamzer.
Dedennet gant treuzkas ar c’hoariva ? Evit an dud yaouank da skouer ? Arabat c’hwitañ ar staj pemp devezh gant Bernard Grosjean. Prouet hon eus ha dreist eo !!
Ma n’ho peus ket gwelet arvest Bastard gant Kompagnunez Teatr Piba, setu un abadenn adtapout : d’ar 04/04 da 8e30 e sal an Avel Dro e Plozeved (29). Abadenn e galleg.
Ar raktres Kantren a ya war-raok ha prest e vo ar strollad (30 komedian.ed.ezed) da c’hoari abadenn gentañ "Dec’h a oa bet ur gwall zarvoud" da geñver loc’hañ ar Redadeg e Lannuon - arvest en diavaez harpet gant Ar Redadeg.
Hetiñ a reomp un nevezamzer vrav d’hon holl lennerien.
En mars, nous avons eu le plaisir de découvrir Sistuj, la pièce de théâtre 2025-2026 des lycéens de Diwan. C’était chouette et comme toujours plein d’imagination, des scènes inattendues avec une belle place faite aux femmes. Nous leur adressons toutes nos félicitations !
Et en avril que ferons-nous ? Voici quelques propositions pour les vacances de printemps.
Intéressé.e.s par la transmission du théâtre ? Notamment pour un public jeunesse ? Ne ratez pas le stage de cinq jours avec Bernard Grosjean. On a testé pour vous : c’est super !!
Si vous n’avez pas encore vu le spectacle Bastard de la Cie Teatr Piba, voici une séance de rattrapage le 04/04 à 20h30, en français, Salle l’Avel Dro à Plozevet (29).
Le projet Kantren, avance bien et la troupe (30 comédien.ne.s) sera prête à jouer pour le départ de la Redadeg à Lannion. "Hier, il y a eu un accident", spectacle en extérieur soutenu par la Redadeg.
Nous souhaitons un beau printemps à tous nos lecteurs.