Ra ma kaso miz kleierigoù-Mae amzer brav ha tomm !
Ma ! Tomm e vo deomp o redek war hentoù Breizh evit souten ha lakaat war wel ar brezhoneg. C’hoant ho peus harpañ ar gevredigezh C’hoariva ? Adkavit ac’hanomp e kilometr 2191 d’ar 25/05 da 1e27 g.m. e Karanteg ha deuit da gejañ ganeomp war stand ar gevredigezh e Montroulez.
C’hoariva a vez graet ganeoc’h er skolaj ? N’eo ket re ziwezhat evit lakaat anv ho klasad ha kemer perzh e Devezh c’hoariva ar skolajidi (an holl ditouroù amañ dindan). Deuit ’ta da c’hoari war ul leurenn en ur gwir sal teatr ! Digor eo d’an holl.
Hag evit an dud-deuet o defe c’hoant kemer perzh en ur raktres c’hoariva, arabat tortal, lakait hoc’h anv e sizhunvezh kentañ KEAV. Plijadur ’vez atav !!
Que le mois des petites cloches de mai (muguet en breton) nous amène beau temps et chaleur !
Bon, au moins on aura chaud à par-courrir les routes de Bretagne avec la Redadeg. Vous voulez donner un petit coup de pouce à l’association C’hoariva ? Rejoignez-nous au kilomètre 2191 le 25 mai à 13h27 à Carantec et retrouvez-nous sur le stand de l’association à Morlaix.
Vous faites du théâtre au collège ? Il n’est pas trop tard pour inscrire votre classe et participer à la Journée théâtre des collégiens (tous les renseignements ci-dessous). Venez donc jouer sur une vraie scène de spectacle ! C’est ouvert à tous.
Et pour les adultes qui voudraient participer à un projet théâtre, n’hésitez pas à vous inscrire à la première semaine de KEAV. Du goût, vous aurez !!