Birvilh a zo er c’houlisoù evit an diskar-amzer-mañ !
Peadra d’ober c’hoariva e stajoù, en atalieroù ha dizoloiñ arvestoù nevez.
> Kompagnunezh Safar a oa bet degemeret e ti annez krouiñ Chapel Derezo e Brest e fin miz Gwengolo evit labourat war e arvest kentañ (Ahes aka Dahud) hag a vo kinniget e miz Du 2024,
> Kompagnunezh Madarjeu a ginnigo evit ar wech kentañ "The/an Twits" e Karaez er miz-mañ,
> Teatr Piba a zo o peurlipat o arvest da zont "Hentoù gwenn" e Ti ar C’hoariva Brest (kentaenn e-kreiz miz Du).
Profitit evit mont da welout arvestoù ha lakaat hoc’h anv e stajoù c’hoariva (ur gwir blijadur eo bewech hag evit an deskidi netra gwelloc’h evit mont war-raok gant ar brezhoneg - sur eo ha n’eo ket marteze !!!).
Evit ar re a zo o chom pe o labourat war diriad tolpad kerioù Kemper-Kerne, deoc’h da c’houzout e kemero perzh an div gompagnunezh eus ar vro - Tro Didro ha Safar - ha C’hoariva en azezoù yezh ha sevenadur ar vro d’ar 25/11 d’endervezh e Kemper (digor d’an holl met lakaat e anv gant Kemper Kerne Diorren en a-raok).
Ça bouillonne en coulisse en ce début d’automne !
Il y a de quoi faire : des stages, des ateliers et de nouveaux spectacles à découvrir.
> La Compagnie Safar était en résidence fin septembre à la Chapelle Dérézo à Brest pour travailler sur son prochain spectacle (Ahès aka Dahut), qui sera présenté en novembre 2024.
> La Cie Madarjeu fera la première de "The Twits", ce mois-ci à Carhaix.
> Teatr Piba travaille avec acharnement afin de présenter son nouveau spectacle "Nos voies lactées" à la Maison du Théâtre de Brest à la mi-novembre.
Profitez pour aller voir des spectacles et vous inscrire à des stages (c’est à chaque fois un chouette moment et, pour les apprenants, rien de tel pour progresser en breton - si si, on vous l’assure !!!).
Et pour ceux qui habitent et/ou travaillent sur l’agglomération de Quimper-Cornouaille, sachez que les deux compagnies du territoire (Tro Didro et Safar) et C’hoariva participeront aux assises de la langue et de la culture bretonnes dans l’après-midi du 25/11 à Quimper (ouvert à tous sur inscription auprès de Quimper Cornouaille Développement).