Setu an hañvezh o tostaat… Ha birvilh a zo e podoù-houarn ar strolladoù evit dorloiñ abadennoù a-feson.
Gouel Broadel ar Brezhoneg a ginnigo meur a abadenn c’hoariva en o zouez hini Liseidi Diwan Karaez hag a c’hoario arvest "Ar Bleiz" d’ar Gwener 30/06 evit lid digeriñ ar gouel.
Ha birvilh a zo ivez e kegin strollad Ar vro Bagan hag a zo o prientiñ un abadenn "Tan ha kurun" war roudoù Ar Roue Arzhur hag a vo c’hoariet e miz Gouere hag Eost.
E c’hoariva emaomp dija o soñjal en diskar-amzer ha pelloc’h c’hoazh evit kinnig ur programm stajoù. Keloù a vo roet e lizhiri kelaouiñ da zont.
Ha pa vez lakaet ar gaoz war ar stajoù, ur vrav a abadenn hon eus bevet gant skipailh Teatr Piba hag e staj teiryezhek e Ti ar C’hoariva e Brest. Traoù lipous hon eus tañvaet, avanturioù keginañ hon eus rannet ha dastumet ha plijadur forzh pegement o deus bet ar stajidi da c’hoari gant an danvez-mañ !
Voici l’été qui pointe le bout de son nez… Et ça bouillonne dans les marmites des compagnies pour vous concocter de belles créations.
Gouel Broadel ar Brezhoneg proposera plusieurs spectacles et parmi eux celui des lycéens Diwan Carhaix qui joueront leur pièce "Ar Bleiz/Le Loup" vendredi 30/06 à l’occasion de l’ouverture de la fête.
Et ça mijote également dans les cuisines d’Ar Vro Bagan qui prépare son spectacle "Son et lumière" de l’été sur les traces du Roi Arthur, qui sera joué en juillet et en août.
À C’hoariva, on pense d’ores et déjà à l’automne avec un programme de stages en préparation. Nous donnerons des nouvelles dans les lettres d’infos à venir.
Et puisque nous parlons de stages, c’est une belle aventure que nous avons vécue avec l’équipe du Théâtre Piba lors de son stage trilingue à la Maison du Théâtre de Brest. Nous y avons goûté des choses savoureuses, des aventures culinaires ont été partagées et récoltées et c’est avec beaucoup de plaisir que les stagiaires ont mis tout cela en jeu !