Spi hon eus o doa tremenet hon lennerien un hañvezh kaer ! Ha setu un distro-skol nevez, gant ma vo brav ha leun a raktresoù c’hoariva... Evit C’hoariva eo un distro-skol oberiant gant prientiñ kentañ abadenn Festival ARVESTOMP ! hag a vo dalc’het etre an 19 hag an 21 a viz Du e bro Lesneven. Spi hon eus en do an darvoud-mañ ur vuhez hir evit ma karfemp e adkas bep bloaz e departamantoù disheñvel Breizh. Emañ ar programm da vezañ peurlipet ha gallout a raimp reiñ deoc’h an holl vunudoù el lizher kelaouiñ miz Here.
Mallus ! Evit prientiñ an darvoud-mañ emaomp o klask ur brezhoneger.ez (kevrat leun amzer etre bremañ ha fin miz Du).
Hetiñ a reomp un distro-skol kaer d’an holl. Evit ar gelennerien.ezed a garfe sevel atalieroù c’hoariva er skol, ambrouget, gant komedianed a-vicher, soñjit er stignad eus Rannvro Breizh Skol c’hoariva. Dedennet ? Skrivit deomp hag e vo roet an holl ditouroù deoc’h !
Nous espérons que nos lecteurs ont passé un bel été ! Voici une nouvelle rentrée, pourvu qu’elle soit joyeuse et pleine de projets théâtraux… Pour C’hoariva c’est une rentrée active avec la préparation de la première édition du Festival ARVESTOMP ! qui se déroulera entre le 19 et le 21 novembre dans le pays de Lesneven. Nous espérons une longue vie à cet événement que nous aimerions reconduire tous les ans dans différents départements bretons. Le programme est en cours de finition et nous pourrons vous dévoiler tous les détails dans la lettre d’information du mois d’octobre.
Urgent ! Afin de préparer cet événement, nous recherchons un.e bretonnant.e (contrat à plein temps entre maintenant et jusque fin novembre).
Nous souhaitons une belle rentrée à toutes et tous et pour les enseignant.e.s qui voudraient faire du théâtre à l’école, accompagnés, par des comédiens professionnels, pensez au dispositif de la Région Bretagne Skol c’hoariva. Intéressé.e ? Écrivez-nous pour avoir tous les renseignements.