Tremen a ra re vuhan an hañvez… Setu un distro-skol nevez hag an diskar-amzer o tostaat a gammedoù bras. Met rit ket biloù tudoù, el lizher kelaouiñ-mañ e vo kavet peadra da welout e tommder ar salioù arvest.
Pignat war ul leurenn a zo un hunvre evidoc’h ha n’ho peus kredet morse d’en ober ? Un diskoulm a-feson hon eus evidoc’h : Kantren ! Ur raktres ma c’hallot kejañ ha deskiñ gant komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva ha kemer perzh en un avantur dibar hag a vo prest evit e-kreiz miz Mae 2025 (#Redadeg).
Gant tristidigezh e lâromp kenavo da kGoulma !! Chomet he deus ur bloavezh da labourat evit C’hoariva (e hanter-amzer). Gant keuz e lavaromp kenavo dezhi. Harpet he doa ar gevredigezh da vat, evit kehentiñ ha lakaat da anavezout ar gevredigezh hag e stignadoù. Hetiñ a reomp dezhi un hent mat ha plijus.
L’été passe trop vite… et hop, c’est la rentrée ! L’automne approche à grands pas, mais pas d’inquiétude, vous trouverez dans cette lettre d’information de quoi vous distraire au chaud.
Vous avez toujours rêvé de faire du théâtre sans oser passer le pas ? Nous avons la solution, participez au projet Kantren ! Un projet où vous croiserez presque tous les comédiens professionnels du réseau C’hoariva pour une aventure théâtrale sans pareil qui sera donnée à voir mi-mai 2025 (#Redadeg).
C’est avec tristesse que nous disons un grand merci à Koulma qui a passé une année à travailler pour C’hoariva (à mi-temps). C’est avec regret que nous lui disons au revoir, elle nous aura été d’un grand secours pour communiquer et faire connaître l’association et ses dispositifs. Nous lui souhaitons de belles aventures à venir.