Lizher kelaouiñ C’hoariva - Miz Here 2025

C'hoariva

Publié le : 3 octobre 2025

Ul lizher kelaouiñ fonnus evit an diskar-amzer ! Peadra d’ober ha da welout evit ar re vihan hag ar re vras.
Laouen omp o welout e ra berzh ar raktres Kantren, douget gant pemp kompagnunezh a vicher ezel eus kevredigezh C’hoariva : tri den warn-ugent o deus lakaet o anv evit kemer-perzh en avantur c’hoariva-mañ. Deomp dezhi neuze ha betek an trec’h : krouidigezh un arvest evit loc’hañ ar Redadeg e Lannuon e miz Mae.
M’ho peus c’hoant kaout skiant-prenet evit buheziñ atalieroù c’hoariva, kompagnunezh Madarjeu a ginnigo ur staj gant ar pedagogour Bernard Grosjean. Amprouet hon eus dija : eus ar c’hentañ e vo !
Ma emaoc’h o chom kostez Roazhon na c’hwitit ket ar staj c’hoariva un devezh gant Krismen e c’hoariva an ADEC35. Diouzh noz e c’helloc’h digropañ ho divhar e fest-noz bras Yaouank aozet gant Skeudenn. N’eo ket brav ar vuhez ?

Une lettre d’information bien fournie pour cet automne ! Voici de quoi faire et de quoi voir pour les petits et les grands.
Nous sommes super contents de voir le succès du projet Kantren, porté par cinq compagnies professionnelles du réseau C’hoariva : 23 personnes se sont inscrites pour participer à cette aventure théâtrale de création d’une pièce de théâtre qui sera présentée pour le départ de a Redadeg à Lannion en mai.
Si vous désirez acquérir des compétences pour animer des ateliers théâtre, la compagnie Madarjeu propose un stage avec le pédagogue Bernard Grosjean. On a testé pour vous : une super expérience !
Et pour ceux qui sont du côté de Rennes, ne ratez pas le stage de théâtre d’une journée avec Krismen au théâtre de l’ADEC35. Le soir vous pourrez vous dégourdir les jambes au grand Fest-Noz de Yaouank organisé par Skeudenn.
Elle est pas belle la vie ?

Keleier C’hoariva Infos C’hoariva

Staj c’hoariva deskadurezh gant Bernard Grosjean

Gant ur vras a blijadur e adkavimp Bernard Grosjean evit ur stummadur c’hoariva deskadurezh e-pad 5 devezh, aozet gant Yann-Edern Jourdan, eus kompagnunez Madarjeu (etre an 20 hag ar 25 a viz Here e Montroulez). Profitit, ur benveg pedagogel a-feson eo !!

lire la suite

Stage de théâtre éducation avec Bernard Grosjean

C’est avec un immense plaisir que nous retrouverons Bernard Grosjean pour une formation de théâtre éducation de 5 jours, organisée par Yann-Edern Jourdan de la Compagnie Madarjeu (entre le 20 et 25 octobre à Morlaix). N’hésitez pas, c’est un super outil pédagogique !!

lire la suite

Staj c’hoariva gant Krismenn

Ur staj aozet da geñver Festival Yaouank ha fin chomadenn krouidigezh arvest "Bastard" gant kompagnunezh Teatr Piba. Labouret e vo war ar vouezh ha rannet e vo skiant-prenet ar c’haner-komedian gant ar stajidi.

lire la suite

Stage de théâtre avec Krismenn

Un stage organisé à l’occasion du Festival Yaouank et la sortie de résidence du spectacle "Bastard" de la Compagnie Teatr Piba. Les stagiaires auront l’opportunité de travailler sur la voix et de partager l’expérience du chanteur/comédien.

lire la suite

KANTREN - Eil koulzad : Krouiñ ur pezh-c’hoari

Tremenet eo mat-tre lodenn gentañ ar raktres Kantren ha berzh en deus graet. Ma n’ho peus ket heuliet ar stajoù kentañ, rit ket biloù, ne vir ket da lakaat hoc’h anv evit kemer perzh. Deomp dezhi !!
Deomp dezhi d’ar skipailh Kantren evit krouidigezh ur pezh c’hoari, ambrouget gant tud a-vicher. Dibabet ha troet e oa bet an destenn e brezhoneg. Ret e vo pleustriñ ha c’hoari bremañ. Ha betek an trec’h : Ar Redadeg 2026 !!!

lire la suite

Kantren - 2ème saison : Créer une pièce de théâtre

La première partie du projet Kantren s’est très bien déroulée. Si vous n’avez pas suivi les premiers stages, pas d’inquiétude, cela n’empêche nullement de vous inscrire à la deuxième saison. C’est partie pour la seconde phase : la création d’une pièce de théâtre accompagnée par des comédiens professionnels. Le texte a été choisi et traduit en breton. Maintenant, il faut répéter et jouer. Et jusqu’au bout : la Redadeg 2026 !!!

lire la suite

Teatr Miltamm, an distro !

Laouen omp bet o c’houzout e vo dalc’het en-dro ur stal c’hoariva evit ar yaouankiz e Bro-Naoned. Gourc’hemennoù d’an aozerien.
Kalz a blijadur a hetomp d’ar skipailh !!

lire la suite

Teatr Miltamm, le retour !

Nous sommes heureux de savoir qu’un atelier théâtre jeunesse sera de nouveau organisé à Nantes.
Nous souhaitons à toute l’équipe du goût et du plaïsir !

lire la suite

Stajoù C’hoariva evit ar yaouankiz - Vakañsoù an diskar-amzer

Kinnig a ra skipailh Ar Vro bagan stajoù gouestlet d’ar yaouankiz evit vakañsoù an diskar-amzer.
E su Penn-ar-Bed e vo tu heuliañ ur staj c’hoariva aozet gant Ti ar Vro Kemper.

lire la suite

Stages de théâtre jeunesse-Vacances d’automne

Les comédiens d’Ar Vro Bagan propose des stage de théâtre pour les jeunes durant les vacances d’automne.
Dans le sud Finistère il y aura aussi possibilité de suivre un stage de théâtre organisé par Ti ar Vro Kemper.

lire la suite

Sevel ur raktres c’hoariva er skol ?

Ha, ma vefe graet c’hoariva er skol ar bloaz-mañ ? Ur yalc’had eus Rannvro Breizh a c’hell sikour ho raktresoù ma vo ambrouget gant tud a vicher. E 2024, 1480 skoliad eus 28 skol o doa graet 868 eurvezh c’hoariva e brezhoneg evit sevel 32 raktres c’hoariva.
Dedennet e vefec’h gant Skol c’hoariva ? Kit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.

lire la suite

Réaliser un projet théâtre à l’école ?

Et si vous faisiez du théâtre à l’école cette année ? Une subvention du Conseil Régional de Bretagne peut aider les projets réalisés avec des professionnels. En 2024, 1480 élèves de 28 écoles ont réalisé 868 heures de théâtre en breton pour 32 projets.
Vous seriez intéressé par le dispositif Skol c’hoariva ? Prenez contact avec nous pour en savoir plus.

lire la suite

Deiziataer evit an 43 devezh da zont Agenda des 43 prochains jours

Traezh Gwaremm

Goude bezañ labouret start, setu pezh-c’hoari nevez Tro Didro hag a droio war leurennoù ar vro ! Hent mat d’an arvest nevez-mañ, hetiñ a reomp da skipailh Tro Didro berzh ha plijadur !

  • 12/10/2025 - 17:00
  • Gwengamp
  • C'hoariva Maez ar Roue

lire la suite

Traezh Gwaremm

Après un dur labeur, voici la nouvelle pièce de la troupe Tro-Didro. À découvrir sur les scènes de la région. Souhaitons à toute l’équipe de Tro-Didro du plaisir et du succès !

  • 12/10/2025 - 17:00
  • Guingamp
  • Théâtre du Champ au Roy

lire la suite

Lestr an Ankoù

Un abadenn war-vale evit ar re vihan koulz hag ar re vras. Kit da heuliañ istor ur stropad morlaeron etre Kerlouan hag Enez-Eusa. C’hoarzhet e vo, sur eo ha n’eo ket marteze !

  • 22/10/2025 - 15:30
  • Kerlouan
  • Lec'hienn Meneham
  • 29/10/2025 - 15:30
  • Kerlouan
  • Lec'hienn Meneham

lire la suite

Le Vaisseau pirate

Un spectacle déambulatoire pour petits et grands. Suivez une troupe de pirates entre Kerlouan et l’île d’Ouessant. Du rire et du plaisir en perspective !
Tous les mercredis de l’été.

  • 22/10/2025 - 15:30
  • Kerlouan
  • Site de Meneham
  • 29/10/2025 - 15:30
  • Kerlouan
  • Site de Meneham

lire la suite

BASTARD

Da geñver ul labour dastum istorioù ha sonioù hengounel digant annezidi un EHPAD, setu m’eo bet kelaouet Kristof ar Menn e oa aet d’an Anaon e vamm-gozh a-berzh e dad. Dre ma oa dianav dezhañ e dad, ha n’en doa morse graet anaoudegezh gant ar vaouez-se, ez omp kaset gant ar paotr en un enklask war e c’hinivelezh.

  • 04/11/2025 - 20:00
  • Kemper
  • Sal an Dachenn Wenn
  • 05/11/2025 - 20:00
  • Kemper
  • Sal an Dachenn Wenn
  • 06/11/2025 - 19:00
  • Kemper
  • Sal an Dachenn Wenn
  • 13/11/2025 - 20:00
  • Sant-Brieg
  • Sal an Treuzell
  • 14/11/2025 - 20:00
  • Sant-Brieg
  • Sal an Treuzell

lire la suite

BASTARD

Christophe Le Menn nous entraîne dans une quête des origines. De sa culture d’abord : bretonne, avec sa recherche de chansons traditionnelles jamais assouvie ; à celle, si intime et pourtant si universelle, de sa/la filiation.

  • 04/11/2025 - 20:00
  • Quimper
  • Salle du Terrain Blanc
  • 05/11/2025 - 20:00
  • Quimper
  • Salle du Terrain Blanc
  • 06/11/2025 - 19:00
  • Quimper
  • Salle du Terrain Blanc
  • 13/11/2025 - 20:00
  • Saint-Brieuc
  • Salle La Passerelle
  • 14/11/2025 - 20:00
  • Saint-Brieuc
  • Salle La Passerelle

lire la suite

Ar vosenn nevez

Adkavout a reomp orin ar c’hoariva gant ar pezh-c’hoari nevez mañ e-giz Commedia Dell’Arte e brezhoneg.
Ur c’hleñved-red zo oc’h ober e reuz er vro, ar Vosenn Nevez. Klañv eo an aotrou Kerleon, marc’hadour kozh, pinvidik ha pizh. Kaset e vo da ospital ar C’helenner Meur.


  • 09/11/2025 - 15:00
  • Loperhet
  • Sal an Trimaran

lire la suite

La nouvelle peste

Retrouvons les origines du théâtre avec un spectacle de Commedia Dell’ Arte en breton.
Une épidémie sévit dans le pays, la Nouvelle Peste. Kerleon, vieux marchand, riche et avare est malade. Kerleon doit être hospitalisé dans le service du Grand Professeur de médecine.

  • 09/11/2025 - 16:00
  • Loperhet
  • Salle Le Trimaran

lire la suite

An ti kamm

Abadenn nevez strollad La Obra : An ti kamm, c’hoariva margodennoù.

  • 13/11/2025 - 10:00
  • agenda scolaire
  • Plozeved
  • Kreizenn Sevenadurel Avel-Dro

lire la suite

An ti kamm

Nouveau spectacle de la Obra : An ti kamm, un spectacle de marionnettes.

  • 13/11/2025 - 10:00
  • agenda scolaire
  • Plozévet
  • Centre culturel Avel-Dro

lire la suite

Archives des newsletters