2025 a zo war e dalaroù ! Ur bloavezh nevez a skeiñ ouzh an nor. Spi hon eus e vo leun a ijin, gant souezhadennoù c’hoariva kaer hag a blijo d’an arvestourien (ha d’ar gomedianed !).
Ur programm brav a vo profet deomp a-raok gouelioù fin ar bloaz. Laouen omp atav da heuliañ liseidi Diwan Karaez en o zroiad c’hoariva ha da gentañ tout an hini da zont. Na c’hwitit ket anezho ma tremenont en ho pro (met e-maez eus an amzer skol evit ar re vras) !
Hag evit fin ar bloavezh, pa voc’h trankilik dirak sapin Nedeleg e c’helloc’h selaou podkastoù Heklev, gouestlet d’ar re vihan ha d’ar re vras !
Hetiñ a reomp d’hon holl lennerien un dibenn bloaz brav ha disoursi.
S.O.S mennozhioù-profoù : plasoù arvestoù c’hoariva, kilometrajoù evit ar Redadeg…
Ha m’ho pefe c’hoant d’ober ur prof nedeleg da k/Gantren, raktres brav komedianed ar rouedad C’hoariva, chomit diardoù ! An abadenn gentañ a vo da zizoloiñ evit loc’hañ ar Redadeg e Lannuon…
2025 tire à sa fin ! Une nouvelle année frappe à la porte. Nous l’espérons pleine d’imagination avec de belles surprises théâtrales qui raviront le public (et les comédiens !).
En attendant, un beau programme s’offre t’à nous. Nous sommes toujours ravis de suivre les lycéens de Diwan Carhaix dans leurs tournées, à commencer par celle à venir. Ne les loupez surtout pas s’ils passent dans votre contrée (mais en dehors du temps scolaire pour les grands) !
Et pour cette fin d’année, quand vous serez tranquille devant le sapin de Noël, vous pourrez écouter les podcasts d’Heklev, pour les petits et les grands !
Nous souhaitons à tous nos lecteurs une belle fin d’année.
S.O.S Idées-cadeaux : des places de théâtre, des kilomètres pour la Redadeg…
Et si vous voulez faire un cadeau de Noël à Kantren, le super projet des comédiens du réseau de C’hoariva, et d’une belle équipe de comédien.ne.s amateurs, n’hésitez surtout pas ! La première aura lieu pour le départ de la Redadeg à Lannion…