Lizher kelaouiñ C’hoariva niv.55 - Miz Ebrel 2020

C'hoariva

Publié le : 2 avril 2020

Ul lizher-kelaouiñ dibar evit ur prantad dreist-ordinal. Ul lizher-kelaouiñ hep kinnig arvestoù, hep konchennoù diwar-benn ar c’hoariva.
Rannigoù munut, a-boan un nebeut nanometr bennak a zo deuet evit lakaat ur sapre reuz en hon organegoù, en hor buhezioù, en hon obererezhioù, en hon ekonomiezh. Erruet int a daol trumm e-kreiz mizvezh yezhoù ar brezhoneg hag ar gallaoueg en ur eilpennañ hor boazioù ha hor c’hredennoù sonn.
Ar gennad an arzoù bev a zo skoet da vat : paouez gant an troiadoù, paouez gant ar pleustradegoù hag ar stajoù, paouez gant an abadennoù er skolioù… hag an efedoù denel hag armerzhel. Ur sapre taol penn-bazh evit an intermitented.
Ar c’hoariva a zo an arz a stroll, ur chadenn gengret : hepdoc’h, hep ar gomedianed hag an holl vicherioù ar c’hoariva, hep ar frammoù : re a zegemer, re a skign, ar c’hevredigezhioù hag a brogramm hag a zoug raktresoù, petra e c’hellomp ober ?
Ret eo hunvreal, ijinañ, mousc’hoarzhiñ ha c’hoarzhiñ ha soñjal d’ar pezh a vo da-c’houde. Ret eo deomp dalc’h mat. Boudoù sokial emaomp hag ar c’hoariva a zo un arz sokial ivez.
Hunvreomp, ijinomp, krouomp neuze ha soñjomp en dazont evit kaout spi en ur bed gwellañ.
Bravadennoù.
Rideoz !

Une info-lettre particulière dans une période extra-ordinaire. Une info-lettre vide d’annonces de spectacles, vide de petits potins théâtraux.
De minuscules particules de quelques nanomètres sont venues mettre une pagaille monstre dans nos organismes, nos vies, nos activités, nos économies. Elles ont débarqué en plein mois des langues bretonne et gallèse, renversant nos habitudes et nos certitudes.
Le secteur du spectacle vivant est sérieusement impacté : arrêt des tournées, arrêt des répétitions et des stages, arrêt des interventions dans les écoles… et leurs conséquences humaines et économiques. Un sale coup pour les intermittent.e.s
Le théâtre c’est l’art du collectif, une chaîne solidaire : sans vous, sans les comédiens et tous les métiers qui gravitent autour du théâtre, sans les structures : accueillantes, de diffusion, les associations programmatrices et porteuses de projet, que peut-on faire ?
Il faut rêver, imaginer, sourire et rire et se projeter dans l’avenir. C’est cela qui nous tient. Nous sommes des êtres sociaux et le théâtre est un art social.
Alors rêvons, imaginons, créons et projetons-nous dans l’après pour garder l’espoir d’un monde meilleur.
Bravos.
Rideau !

Keleier C’hoariva Infos C’hoariva

Diouzh ar c’hiz eo !

Evit ar re o deus ur gevreadenn rouedad mat… setu un nebeut liammoù davet lec’hiennoù a sell ouzh ar c’hoariva (en o zouez pezhioù filmet).

Lire la suite

A la mode en ce moment

Pour ceux qui ont une bonne connexion internet… voici quelques liens vers des sites en relation avec le théâtre (dont des captations).

Lire la suite

Deiziataer evit an 1 devezh da zont Agenda des 1 prochains jours

archive newsletter