Setu ar goañv a zo o tiskouez penn e fri. Ur miz Du evit mont e salioù teñval, setu ar programm a ginnigomp deoc’h ha dre chañs hor bo peadra d’ober e-kerzh an daou viz da zont ! Kavit amañ un nebeud mennozhioù dudius.
Div abadenn nevez er programm : Bastard gant an Teatr Piba ha Blaz an douarn gant Ar Vro Bagan.
Avantur Kantren a gendalc’h gant un tregont den bennak o deus lakaet o anv. Ar prantad kentañ a vo e Roazhon en ADEC35-Maison du Théâtre, trugarez vras dezho evit an degemer ! Kregiñ a raio ar stajidi da labourat unan eus testennoù "War and breakfast" gant Marc Ravenhill, troet e brezhoneg evit an degouezh gant Gwenola Coïc.
Voici l’hiver qui pointe le bout de son nez. Un mois noir (nom du mois de novembre en breton) pour fréquenter les salles obscures, c’est le programme que nous vous proposons. Et pour les deux mois qui viennent, il y aura de quoi faire !
Deux nouveaux spectacles au programme avec Bastard du Teatr Piba et Blaz an Douar d’Ar Vro Bagan.
L’aventure Kantren se poursuit avec une trentaine de personnes inscrites. Prochaine étape Rennes à l’ADEC35-Maison du Théâtre, un grand merci à eux pour l’accueil ! Les stagiaires commenceront à travailler un des textes de "War and breakfast" de Marc Ravenhill, traduit, pour l’occasion, en breton par Gwenola Coïc.