Distro-skol nevez raktresoù c’hoariva nevez o tiwanañ evit ar prantad da zont. Soñjit en atalieroù c’hoariva evit an dud yaouank hag evit an dud deuet ivez, ’n eus ket a oad evit diduiñ !! Komedianed a-vicher a c’hello reiñ an dorn deoc’h evit sevel raktresoù.
An hañvez a oa bet fonnus evit lod zo ! Evel-se emañ kont gant strollad Ar Vro Bagan gant an arvestoù tan ha kurun hag ar baleadennoù c’hoariet. Memes mod gant La Obra en doa kinniget pourmenadennoù c’hoariva evit dizoloiñ glad ar vro.
Birvilh a zo e keginoù ar strolladoù hag emaint o prientiñ meuzioù plijadurus evit an arvestourien.
Ar gompagnunezh Safar a zo o labourat start evit kinnig oc’h arvest "Le Doute - Ar marc’h hag ar Mor" a vo roet da welout e penn kentañ miz Du.
Ur pezh nevez a vo roet da welout ivez gant Ar Vro Bagan "Ar vosenn nevez", doare Commedia dell’Arte.
Kompagnunez Teatr Piba a zo aet da veajiñ e Bro Norvejia da geñver ar raktres Phōnē. Emaint o peurlipat raktresoù c’hoariva da zont hag o prientiñ eil troiad Hentoù-gwenn.
Emaomp o sevel programm ar stajoù, evel e pep distro skol. M’ho pefe c’hoantoù hag ezhommoù, arabat tortal : deuit e darempred ganeomp.
Ar miz da zont e vo kinniget deoc’h, stignad nevez Rannvro Breizh : "Arvest", ur sikour arc’hant evit skignañ arvestoù c’hoariva e brezhoneg.
Ar blijadur hon eus bet da zegemer Koulma a zo deuet da binvidikaat skipailh C’hoariva evit ur prantad amzer. Degemer mat dezhi.
Nouvelle rentrée, nouveaux projets théâtre qui éclosent ! Pensez aux ateliers théâtre pour les jeunes et pour les adultes, il n’y a pas de limite d’âge pour s’amuser !! Des comédiens professionnels peuvent vous aider à construire des projets.
L’été a été chargé pour certains ! C’est le cas d’Ar Vro Bagan avec les spectacles, son et lumière et les animations contées. Il en va de même avec La Obra qui a proposé des balades théâtralisées de découverte du patrimoine.
Ça bouillonne dans les cuisines des compagnies qui préparent des menus savoureux pour les spectateurs.
La Cie Safar, travaille dur pour présenter leur nouveau spectacle "Le Doute - Ar marc’h hag ar Mor" qui sera présenté début novembre.
Ar Vro Bagan présentera également une nouvelle pièce "La nouvelle peste" dans le répertoire de la Commedia dell’Arte.
Dans le cadre du projet européen Phōnē, la Cie Teatr Piba a voyagé jusqu’en Norvège. Ils peaufinent les spectacles à venir et préparent la seconde tournée de Nos voies lactées.
Comme à chaque rentrée, nous préparons le programme des stages. Si vous avez des besoins et des envies, n’hésitez pas, contactez-nous !
Le mois prochain, nous vous présenterons le nouveau dispositif de la Région Bretagne : "Arvest", une aide pour la diffusion de spectacles en breton.
Nous avons le plaisir d’accueillir Koulma, venue en renfort pour nous donner la main. Bienvenue à elle.