Laouen omp bet da zizoloiñ al labour kaset gant Strollad Kantren da geñver loc’hañ ar Redadeg e Lannuon. Gourc’hemennoù d’an aktourien a-youl vat ha d’ar c’hompagnunezhioù a-vicher o doa ambrouget anezho. Ha trugarez vras d’ar Redadeg evit e harp. Tro en do ar strollad da dreiñ un tamm er vro er mizioù da zont. Ha na c’hwitit ket anezho ma vo c’hoariet en ho pro (an deiziadoù a vo lakaet war lec’hienn C’hoariva).
E kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg e c’helloc’h gwelout abadennoù straed gant ar gompagnunezh Choukibenn. Ha na c’hwitit ket ar pezh-c’hoari Sistuj gant liseidi Diwan Karaez. Un nebeud mennozhioù all a vo kavet el lizher kelaouiñ-mañ.
War ar stern evit ar re a c’haelfe bezañ dedennet :
- D’ar 24 ha 25 a viz Here : ur staj gant Lukas Nedeleg e kevelerez gant Ti ar C’hoariva Brest,
- D’ar15 a viz Du : ur staj un devezh gant Lukas Nedeleg e kevelerez gant an ADEC-Maison du Théâtre e Roazhon.
C’est avec plaisir que nous avons découvert le travail de la Troupe Kantren à l’occasion du départ de la Redadeg à Lannion. Félicitations aux comédiens amateurs et aux compagnies professionnelles qui les ont accompagnées. Et un grand merci à la Redadeg pour son soutien. La troupe de Kantren aura l’occasion de tourner dans la région dans les mois qui viennent. Ne les ratez pas s’ils passent dans vos contrées (les dates seront mises sur le site de C’hoariva).
Ce mois-ci, à l’occasion de Gouel Broadel ar Brezhoneg, vous pourrez voir les spectacles de rues de la Cie Choukibenn. Et ne ratez pas Sistuj, la pièce annuelle des lycéens Diwan Carhaix.
En préparation pour celles et ceux que cela intéresseraient :
- Les 24 et 25 octobre : un stage avec Lukas Nedeleg en partenariat avec la Maison du Théatre de Brest,
- Le 15 novembre : un stage d’une journée avec Lukas Nedeleg en partenariat avec l’ADEC-Maison du Théâtre de Rennes.