Delioù brav, delioù sec’h, delioù an diskar-amzer, o kouezhañ tro-ha-tro, evit mont da foetañ bro…
Profitomp eus ar frimas o tostaat evit ur banne c’hoariva, da skouer kostez Lesneven gant dalc’h kentañ ar festival c’hoariva ARVESTOMP !
Tri devezh evit lakaat war wel ar c’hoariva e brezhoneg. Abadennoù evit an holl a vo kinniget, evit ar re-vihan, ar skolidi hag ar re vras. An holl ditouroù (pe dost) el lizher kelaouiñ-mañ.
Un darvoud kinniget gant ar strolladoù c’hoariva e brezhoneg, Ar Vro Bagan, Choukibenn, La Obra, Safar, Teatr Piba, Goémon Goéland, Mat ar jeu, Ar Youc’hadenn hag ar gevredigezh C’hoariva.
Pal ar Festival ? Lakaat war-wel ha lidañ ar c’hoariva brezhonek hiziv an deiz.
Evit an dro e hetomp da vMaïwenn degemer mat. Un taol sikour a ro deomp evit daou viz a-benn prientiñ an darvoud-mañ.
Plijadur a vo gant ar c’hoariva !!!
Delioù brav, delioù sec’h, delioù an diskar-amzer, o kouezhañ tro-ha-tro, evit mont da foetañ bro… Comptine sur l’automne "jolies feuilles, feuilles séchées, feuilles de l’automne, qui tombent tour à tour pour parcourir la contrée".
Profitons des frimas frémissants pour une bouffée de théâtre, du côté de Lesneven par exemple, avec la première édition du festival de théâtre ARVESTOMP ! Trois jours pour mettre en lumière le théâtre en breton d’aujourd’hui. Des spectacles pour tous les âges. Tous les renseignements (ou presque) dans cette lettre d’information.
Un événement organisé par les troupes de théâtre pour mettre en valeur et célébrer le théâtre breton d’aujourd’hui : Ar Vro Bagan, Choukibenn, La Obra, Safar, Teatr Piba, Goémon Goéland, Mat ar jeu, La Gueulée et l’association C’hoariva.
Pour l’occasion, nous souhaitons la bienvenue à Maïwenn qui nous donne la main le temps de deux mois pour préparer cet événement.
Du goût il y aura avec le théâtre !!!